An Hobbit
An Hobbit, pe eno ha distro (e saozneg : The Hobbit, or There and Back Again) zo ul levr saoznek 19 pennad ennañ bet skrivet gant J.R.R. Tolkien hag embannet e 1937 gant George Allen & Urwin e Londrez. Troet eo bet e brezhoneg gant Alan Dipode e 2001.
Titl | The Hobbit |
---|---|
Subtitle | or There and Back Again |
Danvez pennañ | Tolkien's legendarium |
Heuliet gant | Aotrou ar Gwalennoù, The Fellowship of the Ring |
Seurt oberenn | romant |
Tachenn | juvenile fantasy, Lennegezh krennarded, marvailh, faltazi, high fantasy |
Aozer | John Ronald Reuel Tolkien |
Ti-embann | George Allen & Unwin Limited, Allen & Unwin |
Lec'h embann | Rouantelezh-Unanet |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 21 Gwe 1937, 1937 |
Skeudennaouer | John Ronald Reuel Tolkien |
Lec'h an istor | Douar-ar-C'hreiz |
Hollved faltaziek | Tolkien's legendarium |
Roll an tudennoù | list of The Hobbit characters |
Pennlinenn | In a hole in the ground there lived a hobbit. |
Last line | "Thank Goodness!" said Bilbo laughing, and handed him the tobacco-jar. |
Dezverket dre | debut novel |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
A implij | fantasy map |
Plot expanded in | Aotrou ar Gwalennoù |
Endro e-lec'h e tispak | fictional country |
An istor
kemmañ- Un Emvod Dic'hortoz
E "Toull-Sac’h", Danrun e krog an istor. Ur gêriadenn vihan ha sioul eo Danrun, poblet gant ur spesad tud vihan anvet an hobbited.
D'un deiz a viz Mae e teu an hudour meur Gandalf da weladenniñ un hobbit anvet Bilbo Sac’heg. Ezhomm en deus Gandalf eus sikour Bilbo evit adtapout teñzor korred ar menez Erebor, a zo bet laeret gwerso gant an aerouant meur Smaug hag a zo c'hoazh ouzh e ziwall er Menez Distro, pell-pell diouzh bro an hobbited. Kement ha rediañ an hobbit da gemer perzh er blanedenn evel c'hwiblaer ar strollad, an hudour en deus aozet un emvod gant korred e Toull-Sac'h, e ti Bilbo end-eeun ha hep e gelaouiñ. Antronoz, ar strollad ennañ trizek korr, Gandalf ha Bilbo a gemer penn an hent war-du ar Menez Distro – gant ur gartenn kozh-kozh.
- Kig-maout Rostet
P'emaint o kampiñ e kreiz an Tirioù Digenvez, setu paket ar gorred gant tri zroll ha war-nes bezañ keginet evit koan. Bilbo a zeu a-benn da ziflipañ, ha dre un taol gwidre e laka Gandalf an drolled da dabutal betek tarzh-an-deiz... ha setu-i troet da zelwennoù maen gant gouloù an heol. En o mougev emañ o freizhadur : boued, pezhioù aour ha klezeier hud a-douez traoù all. En em servijout a ra ar strollad, ha douarañ an teñzor.
- Un Ehan Berr
Treuzet gantañ an Tiriadoù Digenvez en em gav ar bagad war or ar Gouelec'h, ma ehan en Ti Degemerus Diwezhañ e Stang-ar-Faout. Elfed zo en draoñienn guzh-se, hag ur gouizieg hanter-den, hanter-elf eo Elrond, ozhac'h an Ti. Hennezh a zispleg penaos kavout an nor a gas da vougev Smaug : ret eo bezañ eno da Zevezh Durin, da lavarout eo pa vez loargann kala-goañv, hag ober diouzh al lizherennoù-loar a zo war ar gartenn. Da zeiz ar goursav-hañv e kemer ar strollad penn an hent adarre, da dreuziñ ar Menezioù Latarek.
- Dreist ar Menez ha Dindan ar Menez
Gall amzer a gavont er Menezioù, gant barradoù arnev, avel, glav, ha ramzed o stlepel melloù reier forzh pegement. Repu a gavont en ur vougev, met dont a ra gobilined d'o zapout, poneed hag all, ha d'o c'has dirak o roue. A-drugarez da C'handalf e c'hall ar gorred tec'hel kuit, goude bezañ lazhet ar roue gant ur c'hleze hud. Bilbo avat a chom war-lerc'h.
- Dihustelloù en Deñvalijenn
En e-unan emañ Bilbo en ur vougev du-pod pa zihun. Klask a ra an hent er-maez, goulaouet gant e gleze hag a lugern kreñvoc'h-kreñvañ seul dostoc'h ma vez gobilined. En ur gerzhout e kav ur walenn en ur riboul, a laka en e chakod. Nepell goude e kouezh en dour : ul lenn zo er vougev, hag e kreiz al lenn un enezig m'emañ ur boud anvet Gollum o vevañ en digenvez abaoe kantvedoù. Hemañ a zeu da welout ha boued eo an hobbit evitañ. Marc'had zo graet : dihustelloù vo, ha mar chom Gollum sac'het e tiskouezo da Vilbo an hent da vont er-maez ; mard eo an hobbit a goll e vo debret gant Gollum. Dre druchañ un tamm e c'hounez Bilbo, gant ar goulenn « Petra zo em chakod ? », ha n'eo ket un dihustell hengounel. A-raok heñchañ an hobbit ez a Gollum davit un dra rekis en e enezig, hag eno e verz en deus dianket e brof-bloaziad. Diouzhtu e kompren emañ e chakod Bilbo, ha kounnaret an tamm anezhañ e teu da lazhañ an hobbit. En ur dec'hel d'ar red e laka Bilbo e zorn en e chakod... ha Gollum ha tremen hebiou dezhañ hep e welout : hud eo ar walenn, pa laka an den da vezañ diwelus. A-drugarez dezhi e teu an hobbit a-benn da dec'hel a-zirak Gollum ha gobilined ar Menez.
- Ag ar Billg en Tan
En tu all d'ar Menez ez adkav Bilbo ar peurrest eus ar strollad. Gobilined war o lerc'h e kendalc'hont gant o hent, war droad ha divoued (o feadra zo chomet er Menez), betek kejañ ouzh ur bagad Warged marnaoniek– kantadoù a velloù bleizi, a oa deuet da gejañ ouzh o mignoned ar c'hobilined. Pignat er gwez a ra ar strollad, met pan erru ar c'hobilined e lakaont tan e pep gwezenn. Dres e koulz eo saveteet ar strollad gant Aotrou an Erered hag e bobl, o c'hutuilh a-ziwar ar gwez d'o lakaat e surentez.
- Un Iskis a Di-Annez
A-drugarez d'an hudour e kavont bod ha boued e ti an den-arzh Beorn, a ro pourvezioù dezho hag a brest poneed. Erru war lez Koadeg an Noz e rankont lezel ar javioù da zistreiñ d'ar gêr, ha Gandalf a gimiad diouto.
- Kelion ha Kevnid
Ret eo d'ar bagad treuziñ ar goadeg zañjerus-se. Ur stêr strobinellet a laka an dud da gousket pa dañvaont he dourioù, hag ur c'horr a gouezh enni ; aet ar pourvezioù da netra ; klask a reont en em silañ e banvez elfed ar Goadeg, met kazeg a reont ; gwashoc'h c'hoazh, Bilbo en em gav en e unan en deñvalijenn, ha paket eo ar gorred gant kevnid divent ar Goadeg ; a-drugarez da Vilbo ha d'e walenn hud ez adkavont o frankiz. Ha Thorin, penn ar gorred ? Ne oa ket bet tapet gant ar c'hevnid : manet e oa kousket en ur frankizenn hud; kavet eo gant elfed ar Goadeg ha kaset ganto da salioù o roue. Dre ma nac'h ar c'horr meur lavarout perak e oa gant e strollad er Goadeg, setu-eñ bac'het.
- Barrikennadoù Maltoutet
Dont a ra Bilbo a-benn d'en em silañ e salioù roue an elfed ha da zivac'han ar gorred a-raok o lakaat e barrikennoù a zo kaset dre Stêr ar Goadeg betek al Lenn Hir.
- Un Degemer Kalonek
Eno ez eo degemeret ar bagad gant an Dud, a ra war o zro hag a ro skoazell dezho da vont betek ar Menez Distro m'emañ an aerouant o c'horin an teñzor.
- War Treuzoù an Nor
A-drugarez d'ar gartenn e kavont an nor guzh a gas da galon arMenez Distro, ha da Zevezh Durin end-eeun e teuont a-benn d'he digeriñ en diwezh.
- Ditouroù Diabarzh
ar gorred a gas o c'hwiblaer – Bilbo end-eeun – da welout petra zo e deun ar Menez. Eno emañ Smaug o tiwall teñzor divent ar c'hored; met kousket eo an aerouant, ha Bilbo ha kemer ur mell kib prizius a zegas d'ar gorred da brouiñ emañ an teñzor el lec'h merket. Dihuniñ a ra Smaug, ha fuloriñ pa verzh e vank un tammig dister eus an teñzor; kuitaat ar Menez a ra an aerouant da glask war-lerc'h al laeron met ne gav ket anezho hag e tistro da gousket war an teñzor.
- Digêriet
P'emañ Samug o furchal, ar gorred ha Bilbo a gav repu a-dreñv an nor guzh, a serr trumm – setu paket ar strollad er Menez! Pa ne glevont trouz ebet goude distro an aerouant e kasont Bilbo da welout : ober van da gousket a rae Smaug, a doull kaoz gant an hobbit diwelus evit lakaat disfiz er c'hwiblaer e-keñver ar gorred. Goude bezañ gwelet ul lec'hig blot en hobregon an aerouant ez a Bilbo kuit en ur ober goap outañ ; dont a ra a-benn da achap diouzh kounnar an euzhvil, a guita didrouz ar Menez da genderc'hel da furchal. Distro gant ar gorred e kont Bilbo kement tra en deus kavet ; ur borzevelleg zo o selaou ivez. Goude un hir a c'hortoz e tiskenn ar strollad betek an teñzor ; n'emañ mui Smaug warnañ, bamet ha laouen eo ar gorred dirazañ, ha diouzhtu e klask Thorin war-lerc'h teñzor an teñzor : an Arkenvaen marzhus, Kalon ar Menez. Ne oar ket emañ e chakod Bilbo, en doa e gavet nebeut a-raok. Goude ur mare e treuzont ar Menez betek an nor vras, hep krediñ mont er-maez.
- Tan ha Dour
E-keit-se, Smaug zo aet o furchal e pep lec'h. Buan e kompren ez eo bet skoazellet al laeron gant tud al Lenn, hag en e fulor e tiviz distrujañ o c'hêr. Pan erru e laka tan e pep lec'h. Tost echu eo gant kêr an Dud pa zeu ar borzevelleg da lavarout d'ur gwaregerpelec'h emañ an takad blot en hobregon an aerouant ; gant e vir diwezhañ, ar gwareger Bard a zeu a-benn da lazhañ Smaug.
- Koabregi
Goude marv Smaug ez a an Dud betek arMenez Distro m'emañ Thorin o ren bremañ, da c'houlenn o lodenn eus an teñzor rak dezho ivez e oa bet laeret kalz pinvidigezhioù gant an aerouant hag ezhomm o deus anezhi evit adsevel o c'heoded. Nac'hañ krenn a ra Thorin reiñ an disterañ diner aour, prest eo da vrezeliñ evit mirout an teñzor en e bezh. An Dud a c'houlenn skoazell digant elfed ar Goadeg, ha Thorin digant korred ar Runioù Houarn.
- Ul Laer en Noz
Mantret an tamm anezhañ gant kement-se holl ez a Bilbo da-gaout an dud hag an elfed evit fiziout an Arkenvaen enno : en eskemm outañ, sur a-walc'h e teurvezfe Thorin asantiñ da c'houlennoù e skoazellerien gozh.
- Tarzhadenn er C'hoabr
Pa zeu an dud hag an elfed da varc'hata emañ Gandalf ganto o terc'hel an Arkenvaen. Kounnaret-ruz e teu Thorin pa gompren ez eo bet trubardet, ha brezel a vo. Met keleier fall zo deuet da C'handalf: bez' ez eus un armead divent a c'hobilined skoazellet gant Warged o tont d'en em gannañ ouzh ar gorred. Dre ma'z eo ar c'hobilined enebourien an holl en em unan an dud, an elfed hag ar gorred enep ar c'hobilined hag ar bleizi : drastus eo Emgann ar Pemp Lu, met trec'het eo ar c'hobilined hag ar Warged.
- Beaj an Distro
Goude an emgann ez a pep tra war e reizh er vro : ar gorred a red war ar Menez Distro, adsavet eo kêr an Dud, mignoned d'an holl eo an Elfed, tost da get eo aet gouennoù ar c'hobilined hag ar Warged. Bilbo ga Gandalf a gemer penn an hent war-du Kêrhobbit, en ur dremen dre ti Veorn ha hini Elrond evel-just. En Tirioù Digenvez ez adkavont teñzor an drolled.
- An Troc'had Diwezhañ
Pan erru Bilbo ha Gandalf e Toull-Sac’h e kavont emañ ti an hobbit hag holl e vadoù war werzh, abalamour m'eo bet disklêriet marv peogwir n'eo ket bet gwelet e-pad bloaz!
Hêrezh
kemmañBerzh bras en deus graet al levr-se, ken e oa bet goulennet un heuliad digant Tolkien gant e embannerien, setu e skrivas The Lord of the Rings ("Aotrou ar Gwalennoù").
- Filmoù
Meur a film zo bet graet diwar The Hobbit. Gant Peter Jackson e oa bet ar film The Hobbit e teir rann : The Hobbit: An Unexpected Journey (2012), The Hobbit: The Desolation of Smaug (2013) ha The Hobbit: The Battle of the Five Armies (2014)[1].
Daveennoù
kemmañ- The Hobbit or There and Back Again, 1991, HarperCollins Publishers, London, UK (ISBN 978-0-261-10200-1)
- An Hobbit, brezhoneg gant Alan Dipode, 2001, A.R.D.A., Argenteuil (ISBN 978-2-911979-03-3)
- An Hobbit, eil embannadur adwelet gant Alan Dipode ha Joshua Tyra, skeudennoù orin gant J. R. R. Tolkien ; Dùn Dèagh : Evertype, 2020 (ISBN 978-1-78201-269-6 golo kalet & ISBN 978-1-78201-268-9 golo gweñv) — Kartennoù, runoù, alc'hwezioù ar skeudennoù e brezhoneg, kaerskrivet gant Michael Everson : da skouer, war ar gib er skeudenn "Kaozeadenn gant Smaog" (p. 83) e kavor ar skrid brezhonek e runoù Tengwar treset gantañ. Ur c'heriaoueg ha notennoù digant an droerien zo el levr ivez.
Notennoù
kemmañ
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |