Robert Louis Stevenson
Ur skrivagner skosat eo Robert Louis (Balfour) Stevenson bet ganet e Dinedin d'an 13 a viz Du 1850 ha marvet d'an 3 a viz Kerzu 1894 en inizi Samoa. Bet e oa o pourmen er menezioù Cévennes e kreiz Bro-C'hall gant un azen. Bet eo ivez o verdeiñ er meurvor Habask.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Louis Stevenson |
Anv ganedigezh | Robert Lewis Balfour Stevenson |
Anv-bihan | Robert, Robert Louis |
Anv-familh | Stevenson |
Deiziad ganedigezh | 13 Du 1850 |
Lec'h ganedigezh | Dinedin |
Deiziad ar marv | 3 Kzu 1894 |
Lec'h ar marv | Vailima |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cerebral hemorrhage |
Lec'h douaridigezh | Mount Vaea, Grave of Robert Louis Stevenson |
Tad | Thomas Stevenson |
Mamm | Matilde Margaret Isabella Stevenson |
Pried | Fanny Stevenson |
Kar | D. E. Stevenson |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | Skol-veur Dunedin, University of Edinburgh School of Law |
Lec'h annez | New Town, Bournemouth, Inizi Samoa |
Deroù ar prantad labour | 1866 |
Dibenn ar prantad labour | 1894 |
Relijion | Presbyterianism |
Contributed to creative work | Encyclopædia Britannica Ninth Edition |
Oberenn heverk | Treasure Island, Kidnapped (Stevenson), Strange Case of Dr Jekyll and Mr Hyde, A Child's Garden of Verses, Prince Otto |
Diellaouet gant | Leeds University Library, Stuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library, Harry Ransom Center, University of Victoria Special Collections and University Archives |
Tachenn | adventure novel, Gothic literature |
Levezonet gant | Guy de Maupassant, Charles Dickens, Edgar Allan Poe, Nathaniel Hawthorne |
Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=979510280 |
Oberennoù zo en dastumad | Stedelijk Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
"Treasure Island" eo anv e romant brudetañ, bet lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow hag embannet gant Al Liamm dindan an anv Enez an Teñzor[1].
Buhez
kemmañYaouankiz
kemmañStevenson, eus e wir anv Robert Lewis Balfour Stevenson, a voe ganet e 1850 en 8, Howard Place e Dinedin ma oa e dud o chom abaoe o eured a oa bet lidet d'an 28 a viz Eost 1848. Thomas Stevenson e oa anv e dad, ha Robert Stevenson e dad-kozh. An daou a oa ijinourien war an tourioù-tan. A-drugarez d'ar c'hostez-se eus ar familh eo bet plijet kement-se Robert Louis gant an troioù-kaer, ar mor hag ar redek-bro. E dad, e dad-kozh ha daou eontr dezhañ, Alan ha David, o devoa kemeret perzh e diogelaat aodoù Bro-Skos. Tad Louis a oa kalvinour kredus. E vamm, Margaret Balfour, a oa merc'h da Lewis Balfour, unan eus familhoù ar Borders. Lewis Balfour a oa kelenner war ar brederouriezh ha pastor en Iliz Skos.
En e di e tremenas Robert-Louis al lodenn vrasañ eus e amzer vak. D'an 13 a viz Kerzu 1850 e voe badezet Robert Lewis gant e dad-kozh hervez an hengoun skosat. Buan-ha-buan e teuas diaes da Vargaret Stevenson magañ he bugel hec'h-unan abalamour d'he yec'hed bresk. Ouzhpenn ma oa yaouank (ne oa nemet 21 bloaz) he devoa kudennoù nervennel ivez. Setu perak e voe gopret ur vagerez. Teir a zeuas an eil war-lerc'h eben met an hini ziwezhañ eo a chomas e kalon R. L. Stevenson a-hed e vuhez. Alison Cunningham eo hec'h anv, lesanvet e voe Cummy gantañ.
D'ar 14 a viz Kerzu 1852, ar smout bihan, lesanvet giz-se gant e gerent, a dapas terzhienn a-daol-trumm. E dud e kavas dezho e teue ar c'hleñved diwar ar Water of Leith a rede tost d'an ti. Dilojañ a rejont neuze e miz Genver 1853 evit mont d'an 1, Inverleith Terrace, o krediñ e c'houzañvfe Robert Louis gwelloc'h an ti nevez. Siwazh, gleborekoc'h eget egile e oa an ti-se. Evit ur pennadig voe gwelloc'h stad ar bugel, met klañvaat a reas gwashoc'h eget en diagent. D'an 10 a viz Meurzh 1853 e lavaras ur mezeg e oa Robert Louis gant ur gwaskad garloc'hennel difterek. Adalek neuze e voe diaes ar vuhez evit ar paotrig: sifernioù, gwaskennoù, tanijennoù skevent, terzhiennoù ha bilimadurioù skevent a bakas anezhañ bep goañv ouzhpenn ar c'hleñvedoù-bugel boutin.
Ne voe nemet e miz C'hwevrer 1857 ma teuas splann d'ur mezeg al liamm etre an ti gleborek ha yec'hed ar bugel. Dre-se e tilojas ar re Stevenson e miz Mae er 17, Heriot Row. An ti-se, aes ha gwelloc'h evit ar yec'hed eget egile, a glotas mat gant dere Thomas, a oa deuet e 1854 da vezañ ijinour-titret en Northern Lights Board. Re ziwezhat e oa, siwazh, rivinet e oa yec'hed Robert Louis.
Gant ur yec'hed ken bresk e chomas Robert Louis aliesoc'h er gêr, amzer fall Dinedin o vezañ dañjerus evitañ. Kalz amzer neuze a dremenas en ti war Heriot Row. Ne wele ket kalz e dad, dre ma laboure hemañ en Northern Lights oc'h ober troioù ensellout. Tamm-ha-tamm e tilezas Margaret he mab d'ar vagerez "Cummy", pa veze-hi klañv alies ivez. Abalamour da gement-se e teuas Cummy da vezañ evit Robert Louis « e eil mamm, e wreg kentañ, ael e vugaleaj ». Hi eo a veze e-kichen Louis pa rae-eñ gwallhunvreoù pe nozvezhioù diaes da vevañ, terzhiennek a-wechoù. An nozvezhioù-se a zeskrivas en e oberenn North-West Passage hag en e skrid Un chapitre sur les rêves. Cummy eo a veze aze evit c'hoari gantañ pa veze-eñ war e wele, lenn a rae-hi ar Bibl dezhañ, Le voyage du pèlerin skrivet gant Bunyan, buhezskrid ar pastor M'Cheyne, skridoù covenanters evel reoù Wodrow pe Peden. Kontañ a rae ivez dezhañ istor Bro-Skos ha dreist-holl hini ar govenanters gwallgaset e-pad ar Killing Time, kontadennoù brudet er vro diwar-benn tasmantoù ha tud savet a varv da vev. Plijet e veze ar bugel ivez gant istorioù troioù-kaer embannet er gelaouenn Cassel's Family.
D'ar 7 a viz Here 1856 en em stalias e genderv Robert ("Bob") gantañ en Inverleith peogwir e oa klañv Alan, tad Bob. Tri bloaz koshoc'h eget Robert Louis e oa Bob. C'hoari a raent asambles oc'h ijinañ istorioù pe c'hoazh o livañ boulomoùigoù c'hoariva Skelt ennañ titloù hag a zedenne spered bugel Robert Louis. Abalamour d'e yec'hed bresk e tremenas ivez Robert Louis predadoù da glask pareañ e yec'hed e ti e dad-kozh, e presbital Colinton (Colinton Manse). Eno eo en devoe e « oad aour ». Nepell ouzh Dinedin ec'h adkavas Robert Louis un toullad kendirvi dezhañ hag aze ne voe nemet c'hoarioù ha dudi gant Jane Whyte Balfour ouzh o evezhiañ. Hi eo an Auntie a vez komzet anezhi en A Child's Garden of Verses ; merc'h henañ Lewis Balfour e oa Jane. Pa varvas Lewis Balfour d'an 30 a viz Ebrel 1860 e teuas ur pastor nevez da gemer ar garg, hag echu e voe gant Colinton. Auntie a zilojas eus ar bresbital da Spring Grove e-kichen Londrez.
Diaes e voe skoliata Robert Louis abalamour d'e yec'hed: e 1856, barradoù paz ha terzhienn a bakas ar paotrig. E 1857, goude div sizhunvezhiad kentelioù, e voe klañv adarre e-pad ar goañvezh a-bezh. Setu-eñ en e glasadig e miz Here 1861 en Dinedin Academy, met e-unan e chomas ar pep brasañ eus an amzer: dre ma oa-eñ bresk en devoa poan o kemer perzh e c'hoarioù ar vugale all. En nevezamzer 1862, Thomas a voe tapet gant paz d'e dro ha Louis a guitaas ar skol ur wech ouzhpenn evit heuliañ e gerent betek Su Bro-Saoz, a-raok tremen ur mizvezh en Hamburg e miz Gouhere.
Hiraet e voe ar vakañsoù betek an diskar-amzer, ha feurmet e voe ul lojeiz e North Berwick, ar pezh a voe ar wech kentañ da Robert Louis mont e darempred gant ar mor pa oa ur gêriadennig pesketaerien war ar Firth of Forth, tost da Zunbar.
Pa zeuas an distro-skol e klañvaas Margaret d'he zro, dav e voe dezhi kaout ur prantad-pareañ. D'an 2 a viz Genver 1863 e veajas ar familhig gant Cummy betek Bro-C'hall ; e Menton en em stalias adalek ar 4 a viz C'hwevrer. Goude daou vizvezh-pareañ ez eas gwelloc'h an traoù gant Maargaret ; e-pad ar prantad-se en devoa Robert Louis studiet gant ur c'helenner gall. D'an 31 a viz Meurzh 1863 ez eas arfamilh kuit eus Menton evit gweladenniñ Italia e-pad pelloc'h eget ur mizvezh, a-raok kemer hent an distro d'an 8 a viz Mae dre Aostria hag Alamagn. D'an 29 a viz Mae 1863, goude bezañ bet beajet kalz, e teuas Louis da Henriot Row en-dro hag e c'hortozas, prez ha levenez ennañ, an distro-skol en Academy. Dirak dibasianted e vab e kinnigas Thomas d'e vab mont gantañ d'ober troiadoù ensellañ tourioù-tan war aod Fife e-pad an hañvezh. Asantiñ a reas Robert Louis gant levenez ober e « veaj kentañ evel gour, hep lostennoù da harpañ anezhañ. » Pa zistrojont e oa Maggie gant ur c'hleñved adarre, hag un droiad e Su Bro-C'hall a voe rekis evit he fareañ. Evit ma c'hellje Robert Louis heuliañ kentelioù e tivizas e gerent e lakaat en un ti-lojañ e Burlington Lodge Academy nepell diouzh ti Auntie e Spring Grove. Petra bennak ma voe diaes a-walc'h an darempredoù kentañ gant kevredigezh Bro-Saoz e krogas Robert Louis da skrivañ e istorioù troioù-kaer kentañ evit kelaouenn ar skol. Ne vourre ket kement-se bevañ pell diozh e dud, hag goulenn a reas digant e dad distreiñ d'ar gêr. Asantiñ a reas Thomas: dont a reas da gerc'hat e vab d'an 19 a viz Kerzu 1863 evit mont da Venton adarre davet Margaret ha Cummy.
Distreiñ a reas Thomas e Dinedin e dibenn miz Genver 1864, goude bezañ bet prometet d'e vab chom hep e lakaat en-dro e Spring Grove. Kuitaet e voe Menton e miz Mae 1864 evit tremen vakañsoù war glannoù ar stêr Tweed tost da Beebles. Pa ne c'hoarie ket Louis gant e gendirvi ez aoze raktresoù skridoù.
E miz Here 1864 e voe enskrivet Robert Louis en ur skol a-ratozh evit ar vugale kudennoù dezho. Gwelloc'h e voe an darempredoù gant ar skolidi all, met ne seblante ket ar paotr 14 vloaz bezañ dedennet gant ar studioù. E bal dezhañ e oa deskiñ skrivañ e-lec'h studiañ. Labourat a reas war ur pezh-c'hoari awenet gant buhez Deacon Brodie, paotr a afer war an deiz ha laer d'an noz. Gant ur studier all eus ar skol, gantañ ar memes karantez e-keñver al lennegezh, e kenlabouras Robert Louis evit embann ur gelaouenn. Kejañ a reas gant unan eus e idoloù, Robert Michael Ballantyne, en devoa skrivet The Coral Island.
E miz C'hwevrer 1865 e paouezas c'hoazh ar skol evit heuliañ Margaret evit ur prantad-pareañ betek miz Here e Torquay. E-kerzh ar bloavezh-skol nevez e roas Robert Louis lañs d'ur gelaouenn all, savet gantañ e-unan ar wech-mañ. Teir niverenn a voe e deroù ar bloavezh 1866. Da get ez eas ar gelaouenn pa'z eas Robert Louis da Dorquay endro adalek miz Ebrel betek miz Mae gant e vamm. En hañvezh da heul e krogas Stevenson da skrivañ ur romant ennañ an emsavadeg covenanters eus ar bloavezh 1666 er Pentland Hills: emsavadeg ar Pentland. Ha pa lennas e dad ar skrid-se e kavas dezhañ e oa c'hwitet: hervezañ e vije gwelloc'h da Robert Louis leuskel al lodenn faltaziek a-gostez evit sevel ur skrid istorel. Evit plijout d'e dad e tremenas an diskaramzervezh a-bezh oc'h adskrivañ Pentland Rising. Evit goprañ e vab e lakaas Thomas ti ul levraoueger e Dinedin da voullañ 100 skouerenn eus oberenn ar c'hrennard kent o frenañ.
Pa oa tonket da heuliañ tachenn ar re Stevenson, ez eas Robert Louis e miz Here 1867, d'an oad a 17 vloaz, da Skol-Veur Dinedin evit prientiñ un diplom ijinour.
Skol-Veur
kemmañSkridoù kentañ ha beajoù
kemmañEured
kemmañBloavezhioù diwezhañ
kemmañOberennoù
kemmañ- An Inland Voyage (1878)
- Travels with a Donkey in the Cévennes (1879)
- The New Arabian Nights (1882)
- Silverado Squatters (1883)
- Treasure Island (1883)
- The Black Arrow (1884)
- The Body Snatcher (1885)
- A Child's Garden of Verses (1885) (barzhoniezh)
- Kidnapped (1886)
- The Strange Case of Dr. Jekyll and Mr. Hyde (1886)
- The Merry Men and Other Tales and Fables (1887)
- The Master of Ballantrae (1888)
- The Wrong Box (1892) (gant Lloyd Osbourne)
- Catriona (1893)
- Wier of Hermiston (1896)
- The Beach at Falesa
- An Island Night's Entertainment
- The Wrecker (gant Lloyd Osbourne)
- The Ebb Tide (gant Lloyd Osbourne)