Arzh
(Adkaset eus Arzhed)
| |||
---|---|---|---|
Un arzh
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Ursidae | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Un arzh a zo ur bronneg palvgerzher renket en urzhiad ar c'higdebrerien, e kerentiad an arzheged (Ursidae).
Perzhioù hollek
kemmañE-touez perzhioù an arzhed e kaver ur vent vras, ur c'horf tev, ur moj hir, divskouarn ront, izili nerzhek gant pavioù ledan, ur grevenn fetis, ul lost berr, skilfoù ha n'int ket pak-dispak. Barrek-mat int evit ar c'hwesha hag ar selaou. Implij a reont o dent bras evel ostilhoù hag o skilfoù hag a c'hell drailhañ, toullañ ha pakañ.
Pa'z int gouest da gerzhout war o zreid e seblantont bale evel an dud.
Spesadoù
kemmañE-touez ar spesadoù arzhed emañ :
- an arzh gwenn (Ursus maritimus)
- an arzh gell (Ursus arctos)
- arzh du Amerika (Ursus americanus)
- arzh du Azia (Ursus thibetanus)
- arzh ar mougevioù (Ursus spelaeus), aet da get
- arzh Malaysia (Helarctos malayanus)
- an arzh lunedek (Tremarctos ornatus)
- an arzh gweuzek (Melursus ursinus)