Ur strizh-douar (liester : strizhoù-douar) a zo ur riblennad douar strizh gant dour a bep tu hag a liamm daou damm douar an eil gant egile.

Ar strizh-douar hag a liamm an div lodenn eus Enez Bruny e-kichen Tasmania

A-wechoù e vez kleuziet kanolioù a-dreuz ar strizhoù-douar, rak berr e vez an hed etre an daou vor pe an div ledennad dour. Skouerioù eus an dra-se a weler gant kanol Korintos pe kanol Panamá.

Gwechall, a-raok ma oa bet kleuziet kanolioù, e veze stlejet ar bigi war an douar, da vont eus an eil mor d'egile. Kontet en deus an istorour eus an Henamzer Thoukydides e veze stlejet bigi a-dreuz strizh-douar Korintos en e amzer, er Vvet kantved a-raok J.-K. Ulises a gont kemend-all diwar-benn ul lec'h a oa e Kalabria, e-kichen Tiriolo moarvat, m'eo strizh ar vandennad douar etre ar Mor Ionian ha Mor Tirrenia.

Keñveriañ a c'haller ar strizhoù-douar ouzh ar strizhoù-mor a zo, int, lec'hioù ma c'haller tremen eus an eil mor d'egile, etre daou damm douar.

Strizhoù-douar brudet

kemmañ