Trevadenn
Un drevadenn zo un douar poblet dindan galloud politikel stad ur vro bell pe bellik, evit degas madoù e labour-douar pe e gondon d'ar stad pell.
Iskevrennad eus | dependent territory, ranndir |
---|---|
Den e penn an aozadur | gouarnour trevadennel |
Abeg pennañ | trevadennerezh |
Trevadennerezh broioù zo a veze graet e framm un impalaeriezh, evel re Impalaeriezh Breizh-Veur, Impalaeriezh Alamagn, pe Impalaeriezh Bro-C'hall, ur vro ma ne oa ket impalaer ebet goude 1870.
Henamzer
kemmañKomz a reer eus trevadennoù hellazat ha roman en Henamzer. E latin e veze lavaret colōnia eus trevadennoù , ur ger a deu eus colōnus, hag a dalvez trevadenner ha labourer-douar. An anv a gaver en hini kêr Köln. Beograd ha York a oa ivez trevadennoù roman.
Sede anvioù un nebeud trevadennoù all en Henamzer:
Amerika
kemmañGoude dizoloet Amerika gant Kristof Kolomb e 1492 e krogas Spagn da sevel un impalaeriezh trevadennel, ha heuliet e voe he skouer gant Portugal, Bro-Saoz ha Bro-C'hall. Bro-C'hall avat a voe bountet e-maez Kanada gant ar Saozon, evel ma voe bountet Spagn e-maez Florida.
XIXvet kantved
kemmañPeurdrevadennet e voe Afrika gant broioù Europa, Gallaoued ha Saozon dreist-holl. Alamaned a deuas ivez goude savidigezh Impalaeriezh Alamagn, hag Italianed goude krouidigezh Rouantelezh Italia.