Florida spagnol (Florida española, pe las dos Floridas, e spagnoleg) a vez lavaret eus an drevadenn spagnol a zo bet e Florida (SUA). Erruout a reas ar Spagnoled eno e 1513. Dalc'het e voe ar vro gante e-pad daou brantad ha stag e oa an Div Florida ouzh Kabiteniezh Jeneral Kuba (Capitanía General de Cuba). Da gentañ e voe eus 1565 betek 1763, hag eus 1784 betek 1821, hag er bloavezh-se e voe laosket an drevadenn gant SUA dre Feur-emglev Adams-Onís.

Kastell San Marcos

Kentañ trevadenn spagnol (1565-1763) kemmañ

 
West Florida e 1767

Hervez ar vojenn edo ar moraer spagnol Juan Ponce de León o klask Feunteun ar Yaouankiz pa gavas Florida.
Pa erruas ar c'honkistador e Florida en 1513 e kavas meur a bobl indian. Pa welas an aod d'ar 27 a viz Meurzh e kredas e oa un enezenn. Dilestrañ a reas d'an 2 a viz Ebrel. Envel a reas ar vro nevez-se "La Pascua Florida" peogwir e oa bet kavet gantañ da Sul Fask.
Distreiñ a reas Ponce de León e 1521 gant tud ha binvioù evit diazezañ un drevadenn met enebiñ taer a reas an henvroiz, peoc'h ebet ne roent d'ar Spagnoled ha ne baouezent ket da gouezhañ warne. En amzer-se e voe savet marilhoù kentañ Florida.

Pánfilo de Narváez a weladennas aod kornôk Florida met peñse a reas pa oa en sell da vont da Vec'hiko. Un ofiser dezhañ, Álvar Nuñez Cabeza de Vaca, a oa chomet bev, hag e-pad nav bloaz e reas ur gerzhadenn vras: treuziñ war droad an douar etre Florida ha Spagn Nevez (Mec'hiko a-vremañ), a-dreuz Norzhamerika. Pa erruas e Mec'hiko, anvet Besrouantelezh Spagn nevez neuze, e kavas an tu da vont da Spagn en-dro ha skrivañ a reas ul levr ma konte e veaj en Amerika. Awenet gant skouer Cabeza de Vaca e klaskas ur c'honkistador all, Hernando de Soto e anv, aozañ un droiad all en 1539 e Florida. Darn eus tud an droiad-vrezel-se a embannas diwezhatoc'h penaos e veve hag en em zalc'he henvroiz Florida.

E 1559 e teuas Tristán de Luna y Arellano a-benn da ziazezañ un drevadenn en Pensacola e-pad daou vloaz. A-benn neuze e oa krog ar C'hallaoued da dreiñ o selloù war-du Amerika ma rankas ar Spagnoled buanaat an trevadenniñ en douaroù nevez-kavet ganto. Jean Ribault a voe e penn un droiad e Florida en 1562 ha René Goulaine de Laudonnière, en 1564, a savas Fort Caroline, ur porzh evit hugunoded c'hall, hag a voe anvet Vacapilatca gant ar Spagnoled pa voe kemeret gante goude, hag a zo bremañ e kêr Jacksonville.

Kas an dorzh d'ar gêr d'ar C'hallaoued a fellas d'ar Spagnoled ha distrujet e voe an drevadenn c'hall ganto ha savet San Agustín gante, bloaz goude. Ha San Agustín, dindan ar gouarnour Pedro Menéndez de Avilés, a voe kentañ kêr ar vro a zo deuet da vout SUA. Adal San Agustín e voe kaset misionoù katolik a-hed aod an drevadenn.

E 1565 e voe arsailhet Fort Caroline, pe ar pezh a chome anezhañ, gant Menéndez de Avilés hag Amerindianed Saturigua, ha lazhet an holl soudarded c'hall, war-bouez ar gatoliked, ha badezet al lec'h San Mateo. Daou vloaz goude e voe lazhet an holl Spagnoled gant Dominique de Gourges pa adkemeras ar c'hreñvlec'h. En 1586 e teuas ar morlaer saoz Francis Drake da zistruj San Agustín.

A-hed ar XVIIvet kantved e voe gwelet trevadennerien saoz Virginia hag an div Garolina o kas an harzoù gant an drevadenn spagnol dre vras adalek an 36°N ( ledred Cabo Medanoso, anvet hiriv Cabo Hatteras), pelloc'h war-du ar c'hreisteiz. E-keit-se en em astenne war-du ar c'hornôg an douaroù dalc'het gant ar C'hallaoued war lezioù ar Mississipídiwar-goust ar Spagnoled.

War-dro 1595 e tegouezhas e Florida misionerien frañsiskan, hag en o zouezFrancisco Pareja, a skrivas al levrioù kentañ er yezh timicua (Timucua), ur yezh aet da get dindan taolioù ar Saozon.

E 1702 e teuas ar c'horonal saoz James Moore gant Amerindianed Creek da arsailhañ adarre kreñvlec'h spagnol San Agustín met n'halljont ket e gemer. En 1704 ez eas Moore gant e soudarded da lakaat an tan e misionoù spagnol hanternoz Florida ha da zrouklazhañ ar vroiz o devoa darempredoù mat gant ar Spagnoled.

E 1719 e teuas ar c'hallaoued da aloubiñ trevadenn spagnol Panzacola.

Trevadenn saoz (1763-1784) kemmañ

 
Florida spagnol e 1810

Pennadoù kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Bushnell, Amy Turner. (1981). "Chapter 1: The Florida Provinces and Their Treasury." The King's Coffer: Proprietors of the Spanish Florida Treasury 1565-1702. University of Florida Press. Reprinted in David Hurst Thomas. (1991). Spanish Borderlands Sourcebooks 23: The missions of Spanish Florida. Garland Publishing.
  • Milanich, Jerald T. (1995) Florida Indians and the Invasion from Europe. University Press of Florida. ISBN 0-8130-1360-7
  • Tebeau, Charlton. (1980) A History of Florida. Rev. Ed. University of Miami Press. ISBN 0870243039