Juan Ponce de León

Juan Ponce de León (ganet war-dro 1460 e Santervas de Campos, proviñs Valladolid ; marv e miz Gouere 1521 e La Habana, e Kuba) a oa ur c'honkistador spagnol.

Goude kemeret perzh er brezel a-enep Emirelezh Granada ez eas d'ar Bed Nevez hag en em staliañ en Hispaniola. E 1508 e voe roet kefridi dezhañ gan ar roue Fernando II Aragon da vont da ergerzhet enez Puerto Rico hag a oa anvet enez San Juan Bautista da neuze. Mont a reas Ponce de León kuit diouzh Hispaniola d'an 12 a viz Goeure 1508 ha dilestrañ a reas war an enezenn e Bae San Juan, nepell diouzh al lec'h m'emañ kêr San Juan bremañ. E diabarzh an enezenn e savas Ponce de León an diazezadenn spagnol gentañ. E 1509 e tistroas da Hispaniola, kontañ a reas e veaj hag anvet e voe da c'houarnour enez "San Juan Bautista" gant ar roue. Mont a reas d’an enezenn en-dro, gant e wreg hag e vugale.
Klevet e voe ar gant Spagnoliz ar vrud a rede penaos e oa inizi all pelloc’h, er gwalarn da Hispaniola. Urzh a roas ar roue da b- Ponce de León da vont da glask an inizi-se, e 1512. D’ar 27 a viz Meurzh 1513 e tizhas aod reter Florida gant tri lestr, ha soñjal a reas e oa un enezenn. Kontañ a reer e voe kavet ar Gulf Stream gantañ e 1513, met merzet e oa bet ar froud-se gant ur merdeer all, Antón de Alaminos.
E 1514 e resevas aotre da drevadenniñ "enezenn Florida". Met n’eo nemet e 1521 ez eas di en-dro, gant 200 den ar wech-mañ ha ganto chatal, kezeg ha peadra da labourat an douar. Dilestrañ a reas war aod kornaoueg Florida d’an 2 a viz Ebrel 1521 hag embann e oa un douar spagnol. Taget e voent gant Amerindianed ha gloazet e voe Ponce de León e-pad an argadenn. Distreiñ a reas da Guba ha mervel eno. Beziet e voe e San Juan hag emañ e relegoù bremañ en iliz-veur San Juan Bautista eno.
Div gêr, an eil e Florida, Ponce de Leon, hag eben e Puerto Rico, Ponce, zo bet anvet evel-se en enor dezhañ.