Brezel Granada (Guerra de Granada e spagnoleg), pe Brezelioù Granada, eo ar brezelioù kaset gant rouantelezhioù Kastilha hag Aragon etre 1482 ha 1492 da gemer Rouantelezh Granada.

Ar Rouaned katolik, Fernando II Aragon hag Izabel Iañ Kastilha.
Rouantelezh Granada ha gounidoù Kastilha adal dibenn an XIIIvet kantved.

Trec'h e voe armeoù Spagn, kaset gant ar roue Fernando II Aragon war re Mohammed XII az-Zughbî, anavezet ivez evel Boabdil, ha fin a voe lakaet d'ar vezañs vuzulman e Spagn e 1492, an año crucial hervez istorourien Spagn.

An div gostezenn kemmañ

Ar rouantelezhioù kristen kemmañ

Gouarnet eo an div rouantelezh, Aragon ha kastilha, gant ar re n'anver ket c'hoazh Rouaned katolik, Isabel Kastilha hag he fried Fernando II d'Aragon, rak dimezet e oant en 1469. En 1474 e oa marvet Enrique IV, roue Kastilha ha breur Izabel, ha bugel ebet n'en doa nemet ur verc'h hag a oa bastardez hervez ar vrud. Savet bec'h neuze er vro, met trec'h e oa bet Izabel a-benn ar fin en 1479. Daoust da se e oa prest an uhelidi, kostezenn merc'h Enrique koulz ha kostezenn Izabel, d'en em sevel adarre dre ma veze krennet o galloud. En Aragon e oa krog Fernando da ren war-lerc'h e dad en 1479. Evit kreñvaat o galloud hag unvaniñ o div rouantelezh e fellas d'ar rouaned lakaat an uhelidi da genlabourat da gas ar Reconquista da benn, seul aesoc'h a se ma oa prest ar varoned da vrezeliñ evit douaroù hag enorioù.

Rouantelezh Granada kemmañ