Peñse
Ar peñse eo an anv a roer d'ar gwalldarvoud a lak ul lestr pe un nijerez da vezañ kollet pa vez o verdeiñ war pe a-us an dour. Un degouezh ken boutin eo ma vez strewet listri a bep seurt e strad ar morioù hag ar stêrioù bras. "Peñse" a reer ivez eus ar pezh a chom diwar an traoù kollet er mor, bag, lestr, tammoù koad ha traoù a bep seurt. Da skouer, ar c'hoad peñse eo an tammoù koad dastumet er mor pe war an aod.
Ar peñseoù en istor
kemmañAl listri peñseet koshañ a zo bet jedet o c'hozhni keit ma oa maread an Neolitik. Kavet eo bet gant an arkeologourien-vor pirogennoù, da lavaret eo bagoù pilprennek graet en ur doullañ kefioù ar gwez. An darn-vuiañ a zo bet kavet pe er gwernioù pe el lec'hid e kreiz ar porzhioù kozh.
Dre studiañ al listri-kenwerzh peñseet hag o c'hargoù e c'heller tennañ anaoudegezhioù diwar-benn an eskemmoù a veze e mare pe vare.
Meur a lestr-samm gresian pe roman a zo bet kavet dismantret e strad ar Mor Kreizdouarel ha diouto e weler pegen pouezus e oa ar c'henwerzh dre vor en Henamzer.
Dizoloadennoù listri ar Vikinged a zo bet graet er Skandinavia miret mat en douaroù gleb ha tretet a-zoare evit bezañ diskouezet er mirdioù. E Breizh eo bet kavet ar vag viking nemeti war ar c'hevandir, hini bez norman Enez Groe.
An enklaskoù war listri an amzerioù modern o deus sachet evezh war listri bras ar Spagnoled aet d'ar strad gant kargoù aour hag arc'hant pounner-tre koulz ha listri uhel-bourzh e koad savet gant morluioù ar galloudoù europat.
Abegoù ar peñseoù
kemmañE-touez an abegoù diniver a zo d'ar peñseoù e c'heller menegiñ :
- treserezh fall ar vag
- mont en-dro pe started fall : torret elfennoù an aveiñ zo pe arsav war ostilhoù zo
- distabilded diwar treserezh fall ar vag pe diwar ur c'harg lakaet fall pe ne oa ket dalc'het mat en e blas
- fazioù war ober ar merdeadurezh pe fazioù hiniennel all
- amzer fall : korventennoù, gwagennoù divent
- tan-gwall
- brezel
- oberioù brezeliñ : taolioù-kanol, tanioù-gwall, tarzherezhioù, minoù-mor ha bombezadegoù.
- morpreizherezh
- ar beñseerien a vez graet euz ar re a glask kas al listri d'ar strad goude m'o deus touellet al levier dre elum gouloù war un aod dañjerus)
- emsavadeg izili ar skipailh pe an dreizhidi pe tarverezh
- peñseoù graet a-ratozh
- sevel ur c'harreg artifikel
- evit lakaat ar ganolieren-vor d'en em bleustriñ war an tennadegoù pe evit arnodiñ ar arm nevez
- evit krouiñ un diarbenn da listri all (evit serriñ ur porzh pe ur c'hanol-dour)
- evit mirout ma kouezh ul lestr e krabanoù an enebourien
- evit dismantrañ ul lestr diberc'henn a c'hell bezañ dañjerus evit ar verdeadurezh
- evit flodiñ dre sevel un diskleriadur faos d'an diogelerezh
Reolennoù pennañ gwir ar peñseoù a denn da berc'henniezh al listri war-nes mont da goll pe lezet da verdeiñ hep tud evit o leviañ.
Gerioù gant peñse enno
kemmañ- peñsead (an dud a zo bet e bourzh p'eo aet ar vag da goll)
- peñseañ (verb)
- peñseer (ur seurt laer a sach al listri war an aod dre touellerezh)
Gwelet ivez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Peñseoù ha peñseidi, Herve Peaudecerf, Frifurch-Le P'tit Fureteur, 2006.
- Peñse e Bro-Leon, kinniget gant Mikael Madeg, Dastum Bro-Leon hag Edipaj, 2007