Perc'henniezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
P'emañ traoù pe traezennoù e kerz un den pe ur strollad tud bennak e c'hell bezañ ul liamm difetis etrezo kadarnaet gant anaoudegezh an endro kevredigezhel pe etrebroadel e vez anvet al liamm ar berc'henniezh. Unan eus perzhioù pennañ ar Gwir eo.
Bez e c'hell ar berc'henniezh bezañ strollel, da lavaret eo e kerz ur strollegezh pe bezañ prevez, da lavaret eo e kerz un den pe un aozadur prevez. E sistemoù gounid'zo ez eus douaroù dindan ar berc'henniezh a-stroll, met muioc'h ez oant bel lakaet dindan renad ar berc'henniezh prevez. da skouar, a-raok an Dispac'h gall e oa e Breizh ha e Bro-C'hall douaroù boutin, pradoù pe goadoù ha ne vezent ket lakaet dindan perc'henniezh un den pe un aoazadur bennak. Lodennet int bet e doug an [[XIXvet kantved]].
Er maez eus ar berc'henniezh fizikel, da lavret eo perc'hennizh war draoù fetis (douaroù, tiriadoù, savdurioù, traezennoù...), e kaver ar berc'henniezh kefredel, da lavaret eo ar gwir korvoiñ krouidigezhioù arz pe kavadennoù, ur berc'henniezh war draoù difetis eo.
Gwir ar berc'henniezh a ro d'an tud pe aozadurioù a zo lakaet war wel da berc'henned ha e vez asantet dezho ar varregezh implij pe korvoiñ o c'herz hervez o volontez hep ma teufe arvaroù evit an dud pe evit ar gerz perc'hennet gant tud all.
Da vezañ kendalc'het