Rouantelezh Italia eo anv ar renad politikel zo bet en Italia adalek an Unvanidigezh betek savidigezh ar Republik Italian e 1946. E gwirionez ez eus bet meur a Rouantelezh Italia en istor.

Kurunenn houarn Lombardia
Skoed Rouantelezh Italia e 1870, gant Tiegezh Savoia.


Teir rouantelezh

kemmañ
  • Rouantelezh Italia a veze lavaret en amzer ar roue ostrogot Odovacer eus 476, pa gouezhas an impalaeriezh roman en he foull, betek 493. An termen rex Italiae (roue Italia) a voe implijet gant an Ostrogoted.



  • Goude e voe aloubet hanternoz ar vro gant al Lombarded e 568 ha savet o rouantelezh Italia a badas betek donedigezh Karl Veur hag e Franked e 774.

Goude ma oa stag ouzh impalaeriezh diskennidi karl-Veur e oa rouanezd dezhi.

Staget e voe ouzh Alamagn gant Otto Iañ (impalaer santel).

Napoleone Buonaparte a savas ur stad en Italia e dalc'h an Impalaeriezh c'hall, etre 1805 ha 1814.

Goude unvanet Italia gant Giuseppe Garibaldi e voe fiziet ar rouantelezh nevez en Tierniezh Savoia hag Vittorio Emanuele II, e 1861.


Dindan Benito Mussolini etre 1922 ha 1943 e veze graet anv eus Italia ar faskourien. Eus 1943 betek 1945 e voe savet ur Republik Sokial Italian e hanternoz Italia, tra ma kendalc'he ar rouantelezh da badout e kreiz ha kreisteiz ar vro.

E 1946 e voe diskaret ar rouantelezh ha savet Republik Italia.

Pennadoù kar

kemmañ