Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded (Langobardi en latin, ha Lombardi war-lerc'h an VIIIvet kantved, nemet e kreisteiz Italia ma voe miret an anv Langobardi betek an XIIvet kantved).

Lombarded
historical ethnic group
Daveennoù douaroniel48°30′0″N 16°30′0″E Kemmañ
Map

Er c’hentañ kantved e oant o vevañ e traoñienn ar stêr Elbe, e hanternoz Alamagn hiziv. A orin e oant eus kreisteiz Lec'hlenn hervez o mojennoù meneget gant Paol Diagon en VIIIvet kantved. Er IVe kantved e oa pobloù all o tont eus ar reter ha mont a reas al Lombarded war-zu ar c’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont e Pannonia hag e Noricum (Aostria hag Hungaria hiziv). Reiñ a reas an impalaer roman Justinian I an aotre dezho da chom eno e 548, evel foederati (pobl kevreet gant ar Romaned). E 568, dindan ren o roue Alboin, e voe treuzet an Alpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz Italia. Eno e voe savet ur rouantelezh ganto, hag e Pavia edo o c'hêr-benn. Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent Stadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an Impalaeriezh vizantat. Goude marv ar roue Alboin (war-dro 570) e voe rannet o rouantelezh e 36 dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù Kergustentin en un tu pe re ar Franked en tu all.

Pa zeujont da Italia e oa pagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenn gristenArius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etre int hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar gatoligiezh. Gant ar pab e voe galvet ar Franked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant Pepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar pab Adrian I, ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue Dider Lombardia, gant Karl Veur, roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e Pavia e 774.

Lombardia

kemmañ

Lonket e voe bro al Lombarded neuze en Impalaeriezh ar Garolingidi. Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet Lombardia anezhi.

 
Kurunenn rouaned al Lombarded