Justinian Iañ

Justinian Iañ, pe Justinian Veur, anavezet ivez gant an anv Sant Justinian Veur evit an Iliz Ortodoks, (latin: Flavius Petrus Sabbatius Iustinianus, gresianeg: Φλάβιος Πέτρος Σαββάτιος Ἰουστινιανός Flávios Pétros Sabbátios Ioustinianós), ganet d'an 11 a viz Mae 483 en Illyria ha marvet d'an 13 a viz Du 565, a voe Impalaer Bizantion adalek 527 betek e varv e 565. E-pad e ren, Justinian a glaskas adkavout brud an impalaeriezh Roman en ur adtapout al lodenn gornôgel an hanter a oa aet da get e 476. Ren Justinian a oa bet ul lodenn heverk e mare an impalaeriezh roman diwezhat. E ren a oa ivez hini ar "renovatio imperii", pe "adsavidigezh an impalaeriezh" na voe ket echuet a-benn ar fin.

Justinian Iañ
Impalaer Bizantion
Justinian, mozaikenn e Iliz San Vital Ravenna, a-raok 547
Justinian, mozaikenn e Iliz San Vital Ravenna, a-raok 547)
Ren
Padelezh 1añ a viz Eost 527 - 15 a viz Du 565

(38 bloaz 3 miz ha 14 devezh)

Koulzad Riez justinian
En e raok Justin Iañ
War e lerc'h Justin II
Buhez
Anv badez Flavius Petrus Iustinianus Sabbatius
Ganedigezh 11 a viz Mae 483 - Tauresius (Iustina Prima)
Ganedigezh 15 a viz Du 565 (82 bloaz) - Kergustentin
Familh
Sabbatius (tad)
Vigilantia (mamm)
Theodora

Dre mennad diazez adsavidigezh an impalaeriezh Roman klok a oa hini Justinian, e vez lesnvet gant lod istorourien an amzer a-vremañ "Ar Roman ziwezhañ". An uhelvennad-se a zegasas un adtapout a-zarn eus tiriadoù kozh kornôg an impalaeriezh Roman, met biken ne voe tizhet en-dro harzoù an impalaeriezh klok.

Pennad karAozañ

En e raok :
Justin Iañ
Impalaer bizantat
 
483565
War e lerc'h :
Justin II