Theodora, pried Justinian

Ur pennad Theodora zo ivez.

Theodora (en gregach : Θεοδώρα) (500-548 Kergustentin) a oa impalaerez vizantat eus 527 betek he marv e 548. Pried e oa d'an impalaer Justinian Iañ. A-bouez eo bet he labour a-gevret gant he fried evit mirout unvaniezh an impalaeriezh. He foltred graet gant ur marelladur a weler en Penniliz San Vitale Ravenna, e Ravenna, en Italia.

Theodora, e Penniliz San Vitale Ravenna.

He buhez

kemmañ

Ganet e oa Theodora war-dro ar bloaz 500 e Kiprenez. N'ouzomp ket gwall dra eus he yaouankiz. Merc'h e vije d'un doñvaer arzhed, Akakios e anv, a oa e darempred gant redva-kezeg Kergustentin, ha d'ur gorollerez ha n'ouzer ket hec'h anv.

Theodora ivez a oa korollerez, ha kourtizanez. Bevañ a reas en Egipt ma voe desket war ar relijion ha ma kemeras perzh er politikerezh. Pa zistroas da Gergustentin en em gavas gant Justinian ha ne oa ket impalaer c'hoazh.

Dimeziñ a reas en 525 da Justinian. Kurunennet e voent o-daou e 527. Dibrenn-tre e oa he buhez, hervez Procopius.

Kondaonet eo bet ivez gant ar babed Agapetus ha Vigilius abalamour d'he falskredennoù.

Lennegezh

kemmañ

Pennad kar

kemmañ