Kristeniezh ar Reter
Graet e vez kristeniezh ar Reter eus ar gristeniezh a zo savet e proviñsoù ar reter eus Impalaeriezh Roma (Anatolia, Egipt, Reter-Tostañ, Gres...) ha bet strewet war-du Europa ar Reter, Reter-Kreiz, Etiopia,Indez, Armenia... Perzhioù heverk he deus: n'eo ket kreizennet, bras eo perzh ar gregach enni. Abaoe Disivoud Meur 1054 e vez enebet ouzh kristeniezh ar C'hornaoueg a oa ar gatoligiezh da gentañ penn, savet en-dro d'ur pab, hag ivez bremañ an ilizoù savet diwarni (protestantiezh, anglikanegezh).
E-touez ilizoù kristeniezh ar Reter emañ:
Koulskoude n'eo ket unvan tamm ebet an holl Ilizoù-se. Ilizoù Katolik ar Reter, da skouer, a zegemer aotrouniezh Pab Roma, met heuliañ a reont alies teologiezh ha lidoù an ortodoksed.