Iliz Ortodoks
(Adkaset eus Iliz Ortodoks ar Reter)
Iliz Ortodoks ar Reter (ent-ofisiel: Iliz Katolik Ortodoks), pe Iliz Ortodoks ent-berr, pe Iliz reizhkredenn[1], eo an eil brasañ Iliz kristen er bed, war-lerc'h an hini gatolik, gant un 300 milion bennak a feizidi, ha diazezet dreist-holl en Europa ar Reter hag en Europa ar Gevred. Savet e voe diwar ar c'humuniezhioù kristen kentañ savet gant ebestel Jezuz e proviñsoù reter an impalaeriezh roman.
Ortodoksed all a zo ha n'int ket liammet gant ar re-mañ, graet e vez Ortodoksiezh ar Reter eus an hollad-se, diazezet er Reter Nesañ dreist-holl.

Un ikonenn ortodoks.
NotennoùAozañ
- ↑ Iliz reizhkredenn, e-barzh Goude J.-K., gant Vasilis Aleksakis, troet gant Alan Botrel. Skrid 2013. Pajenn 7.