Testamant Nevez
An Testamant Nevez zo ul lodenn eus ar Bibl ha ne gaver nemet er Bibl kristen, hag ennañ:

Sant Paol o skrivañ e lizhiri ; taolenn eus ar XVIIvet kantved gant ul livour gall, Nicolas Tournier pe Valentin de Boulogne.
- Oberoù an Ebestel, ma weler Pêr ha Paol o tont da vezañ harozed ar relijion gristen
- Lizheroù an Ebestel,
- Lizheroù Paol da gentañ-penn, ar re niverusañ
- lizheroù an ebestel all, Pêr, Yann, Jakez, ha Jud
- an Diskuliadur, skrivet gant Yann, a gemenn fin ar bed.
Skridoù brezhonekAozañ
Skrid ar GonidegAozañ
- E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, anvet Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones.
Skrid John JenkinsAozañ
- E 1847 e voe embannet ur stumm all eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins, aesoc’h da gompren eget hini ar Gonideg.
- E 1885, e vab Alfred-Llenwelyn Jenkins a savas un trede embannadur, asambles gant Fañch an Uhel.
- E 1927, Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ (admouladur)
Skrid 1853Aozañ
- E 1853 e voe embannet un Testamant Nevez katolik, Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, lakaet e brezhoneg gant ur beleg eus Treger, da enebiñ ouzh hini Jenkins. Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé.[2]
Skrid Gwilh ar C'hoadAozañ
- Un droidigezh a voe graet gant Gwilh ar C'hoad en XIXvet kantved, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893. Adwelet eo bet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004. [3]
Skridoù Maodez GlanndourAozañ
- E 1971 ez eus bet embannet, gant Al Liamm, un Testamant Nevez all, troet gant ur skipailh tud, ennañ beleien evel Marsel Klerg, dindan renerezh Maodez Glanndour.
Un droidigezh diglok eus an Testamant Kozh eo (mankout a ra ar Pentateuc'h hag ar Skridoù Istorek), graet a ziwar an destenn c'hresianek. N'eo ket bet embannet en he fezh avat (un nebeut levrigoù a zo bet roneoskrivet, evel Habakouk, ha n'eus nemet Izaia hag ar Salmoù a zo bet moulet gant Al Liamm). Un darn vras eus eus ar Bibl-se, diembann, a zo e KDSK Gwened[4].
Kenvreuriez ar BrezonegAozañ
- Embannet e oe an Aviel Jezuz-Krist e 1982, gant Ar Skol dre Lizer : un droidigezh gant Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan renerezh Aotrou 'n Eskob Visant Fave.
- Embannet e oe troidigezh al levrioù all eus an Testamant Nevez e 1988, ivez dindan renerezh Aotrou 'n Eskob Visant Fave.
An Tour-TanAozañ
- Gant an Tour-Tan eo an Testamant Kozh, troet diwar an hebraeg, a zo bet embannet.
Embannet gant Minihi LevenezAozañ
E 2002 e oa bet embannet, gant Minihi Levenez, An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, lakaet e brezhoneg gant Pêr Guichou diwar ar gresianeg[5].
NotennoùAozañ
- ↑ Cf. Troidigezhioù ar Bibl e brezhoneg
- ↑ Leoriou ar baradoz, Yann Celton, 2002, p. 19
- ↑ Gwelout ar skrid: [1].
- ↑ War load EAT o c'haver bizskrivet http://emglev.wordpress.com/bodad-ar-bibl-santel/
- ↑ Gwelout ar skrid: [2].
Embannadurioù e brezhonegAozañ
- Testamant nevez hon aotrou hag hon salver Jezuz-Krist... troet gant Gwilh ar C'hoad. London : Trinitarian Bible Society, 1883.
- Ar Bibl santel ... diwar ar mammou skrid hebre ha graek ... troet gant Gwilh ar C'hoad. London : Trinitarian Bible Society, 1897.
- Ar Pevar Aviel. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1969.
- Oberoù. Lizheroù. Diskuliadur. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1971.
- Aviel Jezuz-Krist, troet gant "Kenvreuriez ar Brezoneg" hag embannet gant "Ar Skol dre Lizer", 1982. (enlinenn)
- Testamant Nevez - eil lodenn. Troet gant "Kenvreuriez ar Brezoneg", 1988. (enlinenn)
- An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, Landerne, Ti embann Minihi Levenez, 2002, 456 p. (ISBN 978-2-908230-15-4)
LennadurezhAozañ
- (de) Wolfgang Kosack:Novum Testamentum Coptice. Neues Testament, Bohairisch, ediert von Wolfgang Kosack. Novum Testamentum, Bohairice, curavit Wolfgang Kosack. / Wolfgang Kosack. neue Ausgabe, Christoph Brunner, Basel 2014. ISBN 978-3-906206-04-2.