Oberoù an Ebestel

Oberoù an Ebestel eo pempvet levr an Testamant Nevez, goude ar Pevar Aviel. Eil lodenn an oberenn dediet da Deofiloz eo ivez, Aviel Lukaz o vezañ al lodenn gentañ ha krediñ a reer e voent skrivet gant ar memes den. Kregiñ a ra al levr gant Yaou Bask, ar Pantekost goude, ha deroù istor an Iliz kentañ gant an ebestel.

Livadur bizantat eus an Xvet kantved ma weler an avielour Lukaz o skrivañ. Hervez al lenneien e oa Aviel Lukaz hag Oberoù an Ebestel div rann eus an hevelep oberenn.

E brezhonegAozañ