Pantekost

Pantekost zo anv un degouezh eus an Aviel hag ur gouel kristen. Meneget eo al lid anezhañ abaoe ar IVe kantved evel ur gouel graet hanter-kant deiz war-lerc'h Sul Fask.

Pantekost Jean Fouquet
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

GerdarzhAozañ

Diwar ar galleg pentecôte (1671, a oa pentecostem e 980), eus al latin ilizel pentecoste goude an henc'hresianeg Πεντηκοστή pentēkostē, "hanter-kantvet (deiz goue Pask)".

LidAozañ

Dre ar gouel-se e koun ar gristenien e oa diskennet ar Spered Santel war diskibien Jezuz Krist, gant stumm teodoù-tan evel m'eo skrivet e levr ar Bibl, Oberoù an Ebestel. Roet e oa dezho ar galloud da gomz an holl yezhoù evit embann keloù mat an Aviel.

Hervez an Hengoun, an ober-se a loc'has avielerezh ar Bed.

Bep bloaz, e vez aozet sakramant ar Gouzoumenn e-tro mare ar Pantekost evit diskouez d'an holl e vez ar gristenien galvet da vezañ ebestel en o buhez pemdeziek.

Unan eus ar Misterioù Glorius prederiet gant ar chapeled eo ar Pantekost.