Spered Santel
Ar Spered Santel, pe Doue ar Spered Santel, eo trede person An Dreinded er relijion gristen. An daou berson all eo Doue an Tad ha Doue ar Mab. Spered an aotrou Doue eo ar Spered Santeln a zo anvet Karantez an Tad hag ar Mab ivez.
Iskevrennad eus | Trinded kristen |
---|---|
Rann eus | Divine providence |
Iconographic symbol | dove |
Studiet gant | pneumatology |
Er Bibl e vez graet anv eus ar Spered Santel evel galloud Doue er bed-mañ, adalek an Testamant Kozh. An Testamant Nevez a ginnig ar Spered Santel evel ur person disheñvel diouzh an Tad ha diouzh ar Mab, en ur vezañ asambles ganto un Doue nemetken.
Ar ger Spered a zo un anv da dreiñ ar ger gregach πνεῦμα (pneuma), hag a dalvez kement a c'hwezh. Se a zo kaoz e vez graet pneumologiezh eus ar studioù war ar Spered Santel en doueoniezh kristen. Ar Spered Santel a vez sellet outañ evel ar person a ro buhez d'ar boudoù er C'hredo katolik. Eñ eo ar spered a grou, bet e oa bezañt a-raok krouidigezh ar Bed ha dre e c'halloud e vez graet an holl-draoù gant Jezuz Krist hag an Tad. En doueoniezh kristen, ar Spered Santel a zo ar person a gomz ouzh ar brofeded evit o c'helenn. Dre e c'halloud, Jezuz a zo bet ganet e korf Gwerc'hez Vari (Aviel hervez sant Lukaz 1,35). Diskenn a reas war Jezuz e mare e vadeziant, gant stumm ur goulm (Aviel hervez sant Mazhev, 3,16) hag ur vouezh a lavaras dezhañ diwar an Neñv "Te eo va Mab muiañ karet"(Aviel hervez sant Lukaz 3, 22). Ar Gristenien a zegemer frouezh ar Spered Santel dre an Truez hag ar C'hras. Pedet e vez e-pad kement oferenn a vez war an douar ha lidoù all.
Gouelioù ar Spered Santel
kemmañEnoret e vez pizh ar Spered Santel er gouelioù-mañ :
- Gouel ar C'heloù Mat pe Gouel Maria Veurzh. Deiz an Anoñsiasion e tiskennas an aotrou Doue e korf Mari dre ar Spered Santel a-benn lakaat anezhi da zont da vezañ mamm da Zoue. (gw.an Avieloù)
- Deiz ar Pantekost. An deiz-se e tiskennas ar Spered Santel war diskibien Jezuz Krist evit o lakaat da gomz an holl-yezhoù a-benn kelenn an Aviel er bed a-bezh. (gw.Oberoù an Ebestel)