Disivoud protestant

An Disivoud protestant a zo un troc'h relijiel c'hoarvezet er relijion gatolik e Kornôg Europa e penn-kentañ ar XVIvet kantved. Krouet eo bet gant ur manac'h alaman, Martin Luther. Anvet e vez luterianed ar re a-heul kelennadurezh Luther. Ar gall Jean Calvin, levezonet gant Ulrich Zwingli, eo an eil den a-bouez en troc'h relijiel. Graet e vez kalvinourion eus diskibled Calvin. Ur rann ispisial eus ar brotestantiezh a voe krouet gant ar roue saoz Herri VIII, an anglikanouriezh.

Disivoud protestant
subject heading, schism from the Catholic Church
Iskevrennad eusProtestantiezh Kemmañ
ArvezKalvinouriezh, Protestantiezh Kemmañ
Deiziad kregiñ31 Her 1517 Kemmañ
Deiziad echuiñ1648 Kemmañ
EfedSynod of Jassy Kemmañ

Orin:ur gudenn deologel rik, penaos tapout ar silvidigezh?

kemmañ

Ankeniet eo Luther rak barnedigezh Doue. Sevel a ra a-du gant Paol Tars a embannas:Soñjal a ra deomp e vo savetaet mab-den gant ar feiz hep seveniñ al lezenn. Tro 1512-1513 e verzh Luther un enebadur etre frazenn Paol ha soñjoù teologourion ar Grennamzer: herveze ez eo ret gober traoù mat evit bout savetaet. E 1515-1516 e tegas Luther un doare all da gompren oberennoù Paol: ar feiz hepken a gont, mab-den ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan, n'eus nemet Doue a c'hell e saveteiñ en ur reiñ ar feiz dezhañ.