Ulrich Zwingli
Ulrich (pe Huldrych) Zwingli pe c’hoazh Ulricus Zuinglius e latin (1añ a viz Genver 1484 – 11 a viz Here 1531) a voe unan eus pennoù an Disivoud protestant e Suis ha saver an Iliz Adreizhet er vro-se. En e bart e-unan e studias Zwingli ar Bibl ha disoc’hañ a reas gant soñjoù heñvel ouzh re Martin Luther a oa-eñ doctor biblicus, un den desket war ar Bibl.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Old Swiss Confederacy |
Anv e yezh-vamm an den | Ulrich Zwingli |
Anv ganedigezh | Ulrich Zwingli |
Anv-bihan | Ulrich |
Anv-familh | Zwingli |
Deiziad ganedigezh | 1 Gen 1484 |
Lec'h ganedigezh | Wildhaus |
Deiziad ar marv | 11 Her 1531 |
Lec'h ar marv | Kappel am Albis |
Abeg ar marv | Killed in action |
Breur pe c'hoar | Jakob Zwingli, Andreas Zwingli, Klaus Zwingli, Heini Zwingli |
Pried | Anna Reinhart |
Bugel | Regula Gwalther-Zwingli, Wilhelm Zwingli, Huldrich Zwingli, Anna Zwingli |
Den heverk | Willibald Pirckheimer, Erasmus, Beatus Rhenanus, Philipp Melanchthon, Wolfgang Capito |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin, alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Karg | Antistes |
Bet war ar studi e | University of Vienna, University of Basel |
Relijion | Kalvinouriezh |
Brezel | Second War of Kappel, Brezelioù Italia |
Deskrivet dre | portrait of Huldrych Zwingli |
Oberennoù zo en dastumad | Victoria and Albert Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Ganet e oa bet Zwingli e Wildhaus, e kanton Sankt Gallen, en ur familh tud en o aez, dezho nav a vugale. Studioù a reas e skol-veur Vienna hag e skol-veur Basel. Beleget e voe e 1506. Goude bezañ bet e meur a barrez e voe anvet e Zürich hag eno e prezegas en iliz-veur, ar Grossmünster. Tamm-ha-tamm e studias ar Bibl ha dont da anavezout mat ar Skriturioù. Gant se e teue da gavout abeg e lod eus kelennadur ar bibien. E 1522 e voe embannet gantañ Vermahnung an die zu Schwyz, dass sie sich vor fremden Herren hutend hag e 1523 Auslegen und Gründe der Schlussreden, savet gantañ evit kemer perzh en un diviz aozet gant kêr Zürich. Splann e oa e save a-enep tezennoù an eskopti. Diwar neuze e reas pep tra evit ma teuje Zürich da vezañ ur gêr a-du gant ar mennozhioù protestant.
Degemeret e voe e gelennadurezh gant tud Zürich ha gant o renerien hag en em astenn a reas an disivoud da bemp kanton all eus Suis goude, tra ma chome pemp kanton all a-du gant kredenn an Iliz Katolik Roman. Brezel a savas neuze etre ar c’hantonioù protestant hag ar c’hantonioù katolik.
Mervel a reas Zwingli en unan eus an emgannoù etrezo, e Kappel am Albis, e 1531.