Martin Luther

Martin Luther a zo bet ganet d'an 10 a viz Du 1483 en Eisleben (Impalaeriezh santel roman german d'an ampoent) ha marvet d'an 18 a viz C'hwevrer 1546 er memes kêr.

Martin Luther gant Lucas Cranach.
Ti Luther e Wittenberg.

Manac'h e oa, ha sevel a reas a-enep d'ar gatoligiezh : unan eus tadoù pennañ ar brotestantiezh e teuas da vezañ.

Dieta WormsAozañ

 
Luther e Worms, en 1521.

E 1521 e voe galvet Martin Luther da gomz dirak Dieta Worms gant an Impalaer santel Karl V.

 
Delwenn da Luther e Dresden.

BiblAozañ

Treiñ a reas ar Bibl en alamaneg, da lavaret e « yezh ar bobl », ar pezh a oa bet un darvoud bras pa oa bet digoret dre-se ar « skridoù santel » kristen d’ar bobl.

Gwelet ivezAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.