Impalaeriezh santel roman german

(Adkaset eus Impalaer santel)

An Impalaeriezh santel roman german (alamaneg: Heiliges Römisches Reich pe e latin:Sacrum Imperium Romanum) a oa anv ofisiel an tolpad broioù dindan an Impalaer roman german- (römisch-deutscher Kaiser) adalak ar grennamzer izel betek 1806 pa voe diskaret gant Napoleone Buonaparte. Dont a ra an anv a zeu eus an hoalad karolingat dre e impalaered, ar re-se a c'halle adsevel an Impalaeriezh roman diskaret abaoe ar Vvet kantved met en un doare kristen, setu perak e bet perzheget hennezh "sacrum" pe "heiliges", da lavaret eo: renet gant youl Doue (an doue kristen).

Savet e voe a-hed an impalaeriezh a-hed an Xvet kantved dindan tierniezh an Ottoned é diribin eus ar c'harolingien Frankia ar Reter. Gant ar gurunidigezh Otto Iañ d'an 2 c'hwevrer 962 e Roma e kadarnaas ar mennozh adneveziñ an impalaeriezh roman en-dro. Da gentañ e voa anvet Regnum Teutonicum betek 1184 pa voe krouet an titl a-vremañ. Anvet e veze Nationis Germanicae, pe deutscher Nation e alamaneg. Hennezh a chomas un impalearezh hag e tolpe un toullad rouantelezhigoù bras ha bihan gant pobloù mui-pe-vui disheñvel, e giz-se ne yeas james an impaleareh da vout ur stad unvanet ha kompezet penn-da-benn evel e Frañs.

Da vare he distruj e oa enni an darn vrasañ eus Alamagn, Tchekia, Aostria, Liechtenstein, Slovenia, Belgia, Luksembourg, un tamm mat eus Polonia hag un darn eus an Izelvroioù, ha darnoù eus Bro-C'hall, Italia, Suis.


AnvioùAozañ

He zachennAozañ

Ne oa ket stabil gorread an impalaeriezh-se pa oa Alamagn hag Aostria a oa an ahelioù anezhi. E-pad pell e voe enni douaroù Frankia ar Reter hag Italia an Hanternoz, a-raok ma voent distaget diouti.

IstorAozañ

  • Adsavet e voe an impalaeriezh pa voe kurunennet Odon Iañ evel impalaer e 962.
  • Anvet e voe an impalaeriezh "Regnum Teutonicorum" (Rouantelezh an Alamaned) a-wechoù ha "Renovatio regni Francorum" (Nevezadur rouantelezh ar Franked) ivez, evel ma veze skrivet gant an impalaer Herri II war e siell.
 
Tachennad ma en em astenne an Impalaeriezh santel roman german warno betek 1630.
  • Dont a ra ar ger Teuton eus ur ger kar d’hon ger « tud », ha reiñ a raio diwezhatoc’h ar ger alamanek « Deutsch ».
  • Voltaire a lavare ne oa ket ar stad-se « na Santel, na Roman, nag un Impalaeriezh »[1].


Pazennoù savidigezh an impalaeriezhAozañ

 
Kein ul levr en XIvet kantved, arz otonian

Ar briñsed-dilennerienAozañ

 
An erer, arouez an Impalaeriezh


Ar c'hêrioù dieubAozañ

 
Ardamezioù ar broioù a yae d'ober an Impalaeriezh, dindan divaskell an erer impalaerel daoubennek.
David de Negker, Augsburg, 1510.

Dugelezhioù o vont da vruzunAozañ

 
Kartenn an Impalaeriezh en 1705

An ensavadurioù anezhiAozañ

 
Kurunenn an Impalaeriezh Santel

Pennad karAozañ

LevrioùAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

NotennoùAozañ

  1. Ce corps qui s'appelait et qui s'appele encore le saint empire romain n'était en aucune manière ni saint, ni romain, ni empire, Essai sur les moeurs, Voltaire [1]