Dugelezh Veur Luksembourg (e luksembourgeg: Groussherzogtum Lëtzebuerg, e galleg: Grand-Duché de Luxembourg, en alamaneg: Großherzogtum Luxemburg) zo ur vro vihan en Europa ar C'hornôg, etre Belgia, Alamagn ha Bro-C'hall. Nebeutoc'h eget un hanter vilion a dud a zo o chom enni, evit bout ur gorread a 2 600 km² dezhi.

Unaniezh Europa
Groussherzogtum Lëtzebuerg
Grand-Duché de Luxembourg
Großherzogtum Luxemburg
Banniel Ardamezioù
Kan broadel
Ons Heemecht
Yezhoù ofisiel Luksembourgeg
Galleg
Alamaneg
Kêr-benn Luksembourg
Gorread
• En holl
• % dour

2 586 km²
< 0,2%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

660 809 (2023)
255 ann./km²
Dug-meur Henri
Kentañ ministr Luc Frieden
Gouel broadel 23 a viz Even
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 352
Kod Internet .lu
Evit sterioù all, sellit ouzh Luksembourg.

Un demokratelezh barlamantel gant ur vonarkiezh vonreizhel eo Luksembourg. Renet eo gant un Duk-Meur. An dugelezh veur zieub nemeti er bed eo. E-barzh Unaniezh Europa emañ an dugelezh, (ha hi unan eus ar c’hwec'h bro a ziazezas an aozadur); en AFNA hag er Beneluks emañ ivez.

War an harzoù etre Europa romanek hag ar broioù germanek emañ an dugelezh veur ha kustumoù he deus amprestet digant an daou sevenadur-se. Teiryezhek eo ar vro, daoust ma'z eo ar galleg eo yezh ar velestradurezh. Galleg, luksembourgeg hag alamaneg eo ar yezhoù ofisiel. Ur stad lik eo met katolik eo an darn vrasañ eus an dud.

 
Tri rannadur Luksembourg.

Gant savadur Kastell Luksembourg e 963 e teraou istor Luksembourg. A-nebeudoù e kreskas ur gêr en-dro d'ar c'hreñvlec'h, ken e teuas da vezañ un tamm stad, bihan he ment, hogen bras he fouez en abeg d'he lec'h etre broioù kreñv ha brezelgar. E 1437 e voe un enkadenn-hêrezh e Tierniezh Luksembourg ha ar gêr a dremenas d'ar Vourboned, d'an Habsburged ha d'an Hohenzollerned.

Goude faezhidigezh Napoleon I e 1815 e savas tabut etre Aostria ha Prusia a-zivout Luksembourg ha da ziskoulmiñ ar gudenn e tivizas Kendalc'h Vienna krouiñ Dugelezh Veur Luksembourg ha lakaat an Duk-Meur da Roue an Izelvroioù. Unan eus izili ar C'hengevread alaman e teuas da vezañ ivez hag ur warnizon brusiat a voe staliet enni.

Gant dispac'h belgiat ar bloavezhioù 1830 - 1839 e voe daouhanteret tachennad ar dugelezh veur. Da Velgia e voe roet kornôg ar vro, ma veze komzet galleg dreist-holl. Frankiz ar vro a warantas ar feur-skrid kentañ Londrez e 1839 hag en hevelep bloaz e antreas ar vro er Zollverein. Gwarantet e voe e frankiz adarre e 1867 gant eil feur-skrid Londrez goude ma oa bet Enkadenn Luksembourg hogozik abeg ur brezel etre Frañs ha Prusia. D'ar mare-se e voe tennet kuit ar warnizon brusiat.

Penn-stad Luksembourg e chomas roue an Izelvroioù betek 1890 pa varvas William III. D'e verc'h Wilhelmina e tremenas an tron izelvroiek, met hini Luksembourg ne reas ket dre ma oa sujet d'al lezenn salek. Da Adolph eus Nassau-Weilburg e voe roet kurunenn Luksembourg.

E-pad ar Brezel Bed Kentañ e voe aloubet Luksembourg gant armeoù bro-Alamagn met daoust da se e chomas dieub. E-pad an Eil Brezel Bed, avat, e voe staget ouzh an Trede Reich. Ar politikerezh a neptuegezh a voe dilezet neuze ha gant ar gouarnamant en harlu e voe krouet ul lu vihan a gemeras perzh e Dilestradeg Normandi. Bez ez eo unan eus diazezerien ar Broadoù Unanet hag an AFNA. E 1999 e voe dibabet ober gant an Euro er vro.

Politikerezeh ha gouarnamant

kemmañ

Ur vonarkiezh vonreizhel eo al Luksembourg. Hervez bonreizh 1868 e perc'henn ar galloud-oberiañ d'an Duk-Meur hag da guzul ar vinistred. Kenaozet eo hemañ eus ur ministr kentañ hag eus ministred arall. Galloud a ra an duk-meur divodañ ar parlamant hag urzhiañ un dilennadeg nevez. Sujet eo ar vro d'al lezenn salek. Herezhet e vez an tron gant mab koshañ an duk meur ha ne c'hell ket bezañ roet d'ur vaouez.

Galloud-lezenn a berc'hen d'ar parlamant, a zo kenaozet eus ur gambr nemeti. 60 kannad a zo ennañ ha dilennet e vezont evit 5 bloavezh. Un eil gorf, ar c'huzul stad a ali ar parlamant. Gant an duk meur e vez anvet e izili.

Justis

kemmañ

Teir lez-varn vihan he deus an dugelezh e Esch-sur-Alzette, Luksembourg, ha Diekirch, div lez-varn bann (Luksembourg ha Diekirch) hag ul lez-varn veur e Luksembourg a zo enni al lez-c'halv hag al lez-torridigezh. Bez ez eus ul lez-varn velestradurel, ul lez-varn velestradurel veur hag ul lez-varn vonreizhel.

Un ezel eus AFNA eo Luksembourg hag ul lu bihan he deus. N'eus morlu nag aerlu ebet ganti zoken ma zo diazezet 16 AWAC enni

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn Luksembourg.
 
Hinad Luksembourg.

Unan eus ar broioù bihanañ en Europa eo Luksembourg gant 2,586 km² hepken. Sko eo ouzh länder alamanek Rheinland-Pfalz ha Nordrhein-Westfalen war-du ar reter, ouzh ar rannvro c'hall Lorraine war-du ar Su, ouzh proviñvoù belgiat Luksembourg ha Liège war-du ar c'hornôg hag an norzh.

An drederenn norzh eus ar vro (Oeling hec'h anv) a zo un darn eus an Ardennoù. Ur vro a dorgennoù hag a venezioù izel eo hag enni e kaver al lec'h uhelañ en dugelezh-veur : ar Kneiff (560 metr). Nebeut a dud a zo o chom aze ha n'eus nemet ur gêr : Witz (4587 annezad).

An div drederenn su eus ar vro a zo anvet ar Gutland. Muioc'h poblet eo eget an Oesling hag un douaroniezh liesekoc'h en deus. E teir rannvro e c'heller e rannañ.

Teir stêr a verk an harz etre Luksembourg ha bro-Alamagn, ar Mozel, ar Sauer hag an Our. Ar stêrioù pennañ arall a zo an Alzette, an Attert, ar Clerve, hag ar Wiltz.

Un hinad zamgevandiriek en deus Luksembourg gant glavioù puil e-pad an hañv.

Melestradur

kemmañ

E tre bann eo rannet Luksembourg. Ar re-mañ a zo rannet e 12 kanton hag e 116 kumun. 12 eus ar c'humunoù a zo kêrioù.

Demografiezh

kemmañ

E 2000 e oa 160.000 embroad e Luksembourg (37% ar boblañs). Un darn vras anezho a deu eus broioù nessañ met ar vro-en-deus degemeret embroidi eus broioù ar Balkanoù evel Kosovo ha Montenegro.

Yezhoù Luksembourg

kemmañ

Teir yezh ofisiel he-deus Luksembourg : galleg, alamaneg ha luksembourgeg, ur yezh c'hermanek eus rannvro ar Vozel. Al luksembourgeg eñ-deus ar statud a yezh vroadel.

Nep hini a zomnin e pep tachenn. Al luksembourgeg a reer gantañ er vuhez bemdeziek met dre skrid e implijer kentoc'h ar galleg han an alamaneg. Ar galleg a zo yezh ar melestradur hag an alamaneg yezh darn vrasañ ar mediaoù hag an iliz.

Ouzhpenn-se e kroger da gelenn saozneg etre 13 ha 14 bloaz hag ar yezh-mañ a anavez an darn vrasañ eus al luksembourgiz. Portugaleg hag italianeg a vez komzet gant embroidi.

Relijion

kemmañ

Adalek 1979 eo difennet da zastum stadegoù diwar-benn ar relijion met kavout a reer eo 87% ar boblañs katolik. An 13% aralll a zo protestant, ortodoks, yuzev pe vuzulman. Ur stad lik eo Luksembourg met ur statud ofisiel o-deus un nebeut relijionoù : ar relijion gatolik, ar brotestantiezh an ilizoù ortodoks hag ar Yuzevegezh. Skorennoù-arc'hant a ra dezho met o evezhiañ a ra en eskemm.

Armerzh

kemmañ

Un armezh stabil he-deus Luksembourg, gant leveoù uhel, nebeut c'hwez ha nebeut dilabour (4,8% e 2006). Ar greanterezh pennañ a oa an dir met abaoe n'eo ket pell zo he-deus ar vro liesekaet hec'h armerzh ha produiñ a ra kaoutchoug ha kenderc'hadoù kimiek. Kreskiñ he-deus graet an dachenn finansel, ar pezh a zigoll diskar greanterezh an dir hag enni e vez krouet darn vrasañ pinñvidigezh ar vro.War feurmoù-familh bihan eo diazezet al labour-douar.

Liammoù kenwerzhel kreñv he-deus ar vro gant Belgia hag an Izelvroioù a furm-hi ar Beneluks ganto. Un ezel eus Unvaniezh Europa eo.

Ar PNB dre benn uhelañ er bed he-deus Luksembourg (US$72,945 e 2005), ar pevare Feuriader an diorren denel hag ar pevare kalite a vuhez. E 2005 ha 2006 he-deus bet Luksembourg ur budjed-stad war goll evit ar wech kentañ en abeg da c'horrekadur ar c'hresk bedel.

Sevenadur

kemmañ

E skadenn e amezeien e voe hir sevenadur Luksembourg met un nebeut kustumoù poblek he-deus miret. Un nebeut mirdiez ez eus ivez e kêr-Luksembourg, evel Mirdi Broadel an Istor hag an Arzioù, Mirdi Istorel Kêr Luksembourg hag Mirdi an Arzioù Arnevez Duk Yann. War roll Glad bedel an Unesco emañ kêr-Luksembourg a-bezh.

Un nebeut arzourien a deu eus Luksembourg evel al livour Joseph Kutter hag al luc'hskeudennour Edward Steichen..

Liammoù diavaez

kemmañ