Napoleon

pajenn disheñvelout Wikimedia

Napoleon (pe Napoleone en italianeg, ar yezh orin) zo un anv-den brezhonek ha saoznek ral hiziv hon deiz, a zeu, a-hervez, eus "Neapolis" (kêr Naplez) hag ar ster orin a vije "eus Naplez".

Hervez tud zo e vefe ur ger gregach, "Napoleoun", deuet eus "napè" pe "napos", a dalv kement ha "traonienn goadek" ha "leon" ; gant se e talvezfe an anv kement ha "leon an draonienn". [1]

Roet e veze kalzig en Italia hag e Korsika a oa e-barzh Republik Genova e-pad kantvedoù. Goude an Impalaeriezh c'hall kentañ e voe roet e Bro-C'hall, hag ivez met nebeutoc'h e Norzhamerika.

Tud, lec'hioù, ha traoù zo bet anvet Napoleon, en XIXvet kantved dreist-holl.

Stummoù e yezhoù all

kemmañ

Impalaered

kemmañ
 
Bez aouret Napoleon II e Les Invalides e Pariz.
  • Napoleone Buonaparte (1769-1821), gallekaet e anv da vout Napoleon Bonaparte, jeneral gall a orin korsikat, kemeret ar galloud gantañ e Bro-C'hall hag anvet Impalaer ar C'hallaoued e Bro-C'hall dindan an anv Napoleon Iañ, a voe impalaer e-pad 10 vloaz 1804-1814), ha lezet e roud gantañ en istor Europa hag e melestradurezh meur a vro
  • Napoleon II (1811-1832) mab d'an impalaer Napoleon Iañ ha Marie-Louise Aostria, dug Reichstadt, roue Roma, lesanvet « l'Aiglon » (an ererig), a oa da ren war e lerc'h e dad met ne voe ket lezet d'ober (15-tez war ar paper), e anv gwir Napoleon Francis Joseph Charles Bonaparte. Beziet e voe e Vienna, a-raok e vefe treuzlec'hiet e veziadur da Panthéon Pariz e 1940 war gourc'hemenn Adolf Hitler ;
  • Napoleon III, pe Charles Louis Napoléon Bonaparte (1808-1873) a voe Prezidant ar Republik eus 1849 da 1852, a nac'has kuitaat ar galloud hag a reas un taol-stad gant an arme hag a voe neuze "Impalaer ar C'hallaoued" dindan an anv Napoléon III eus 1852 da 1870.

Tud all

kemmañ

El lennegezh

kemmañ
 
Ur pemoc'h Berkshire, gouenn Napoleon.

Filmoù

kemmañ

Er skiantoù

kemmañ

Traoù

kemmañ
 
Ur pezh Napoléon eus 1803.

-e Bro-C'hall:

  • Napoléon, ur pezh moneiz aour gall, a dalv kement hag 20 lur gall, krouet e 1805.
  • Le Napoléon, ar c'hentañ lestr brezel dre aezhenn eus an istor.
  • ar « Petit Napoléon » ur fourmaj er Pireneoù.
  • an Napoléon anv ul lestr beajourien
  • Napoleon, un anv all roet d'ar c'hoari FreeCell, a zo heñvel-poch ouzh ar c'h-"crapette" gall.
  • ur pesk eus ar morioù tomm, Cheilinus undulatus, a vez graet Napoléon anezhañ.
  • ar c'herrez "Priñsez Anna" zo anvet Napoléon e Bro-C'hall.

-e broioù all:

  • Napoleon, lesanv ar c'hanol 12 "M1857 smoothbore" er brezel diabarzh amerikan.
  • napoleon, ur c'hoari-c'hartoù breizhveuriat.
  • napoleon, ur c'houign rusian doare milfeilhenn, ijinet evit lidañ trec'h 1812.
  • Napoleone, ur rummad kazetennoù bannoù-treset italian embannet gant Sergio Bonelli Editore.

-er bed a-bezh:

Lec'hioù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ