Napoleone zo un anv-badez italianek.

N'eus bet sant Napoleone ebet gwech ebet: ur sant politikel e vije kentoc'h eget istorel, hervez tud zo, hag a zo bet kavet war-lerc'h emgann Austerlitz d'an 2 a viz Kerzu 1805.

Met ur sant Neapolis, pe Neopolo, pe Neopolus e latin zo anavet. Evit doare e oa kamarad da Sant Saturnino, hag a vije bet merzheriet gantañ, ha gant Celestino ha Germano, ha marvet er vac'h.

Marvet e vije d'an 2 a viz Mae 304 en Alesandria en Egipt[1]. N'ouzer ket hiroc'h diwar e benn. Lidet e vefe en Italia d'ar 15 a viz Eost.

Neopolus, Napoleo, Sant Napoleone ha Buonaparte

kemmañ

Gwelloc'h e ouzer penaos e voe implijet ar relijion gant Napoleone Buonaparte evit gouarn e impalaeriezh. E gwirionez ne oa sant ebet a glote gant an anv Napoleon, gant se e oa ur mank bras pa ne oa deiz ebet da lidañ ur Sant Napoleon. E 1805 e voe pledet gant an afer-se, pa grogas ar c'hardinal Caprara[2] da furchal en dihelloù roman. Kavout a reas, e roll ar verzhereien, en 2 a viz Mae, anv eus sent ha merzherien Alesandria, en o zouez un "Neopolus" latin, a seblante tost a-walc'h da Napoleon. Ha kerkent e voe advadezet Neopolus ha lakaet da sant Napoleone.

D'ar 15 a viz Eost 1806, e voe lidet ar c'hentañ Sant Napoleon, da zeiz e seizh vloaz ha tregont, hag en deiz-se en-eeun, ha n'eo ket dre zegouezh, e voe lidet maen kentañ Bolz an Trec'hlidoù e Pariz.

Tud all

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Diwar Napoleon (Neopolus) of Alexandria, in "Тапир: Здоровье и Земледелие", https://archive.is/20120715054330/tapirr.livejournal.com/tag/history
  2. Gwelout al lec'hienn "Napoléon 1er" [1]

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ