2 Mae
deiziad
(Adkaset eus 2 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1790 : torret eo monopol Kompagnunezh an Indez.
- 1808 : emsavadeg e Madrid a-enep arme Napoleon.
- 1885 : Stad dieub Kongo a zo savet gant ar roue Leopold II a Velgia.
- 1933 : berzet eo ar sindikadoù en Alamagn gant Adolf Hitler.
- 1945 : fin Emgann Berlin, kemeret eo Berlin gant soudarded an Unaniezh Soviedel a laka o banniel ruz war beg savadur ar Reichstag.
- 1997 : dont a ra Tony Blair da vezañ kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet, da 44 bloaz.
- 1998 : Bank kreiz Europa zo savet e Brusel evit lakaat e pleustr politikerezh moneizel Unaniezh Europa.
- 2018 : embann a ra ar strollad Euskadi ta Askatasuna (E.T.A.) ez eo divodet.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1360 : Yung-Io, Impalaer Sina.
- 1729 : an Impalaerez Katarina II a Rusia.
- 1823 : José Vicente Barbosa du Bocage, politikour hag evnoniour portugalat.
- 1859 : Jerome K. Jerome, skrivagner saoznek.
- 1860 : Theodor Herzl, penn bras eus an emsav sionour.
- 1922 : Serge Reggiani, aktour, kaner, livour ha skrivagner italian-gall.
- 1929 : Édouard Balladur, politiker gall, kentañ ministr Bro-C'hall eus 1993 da 1995.
- 1975 : David Beckham, melldroader saoz.
- 1982 : Lázaro Bruzón, mestrc'hoarier echedoù kuban.
Marvioù
kemmañ- 1519 : Leonardo da Vinci, ijiner ha livour italian.
- 1807 : Hermann Burmeister, naturour arc'hantinat a orin prusian.
- 1857 : Alfred de Musset, skrivagner gallek.
- 1864 : Giacomo Meyerbeer, sonaozour alaman.
- 1880 : Yann-Vari Nedeleg, skrivagner brezhonek.
- 1930 : Isidor Gunsberg, mestrc'hoarier echedoù hungarat.
- 1957 : Joseph McCarthy, politiker stadunanat.
- 1969 : Franz von Papen, politiker alaman, kañseller Alamagn.
- 2011 : Ousama ben Laden, stourmer islamour.
- 2020 : Idir, soner ha kaner kabil eus Aljeria.
Lidoù
kemmañDeiziadur roman
kemmañ- VI ante nonas Maias / Florae Ludi V = 6vet devezh kent nonae Mae / 5vet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora
Deiziadur kristen
kemmañ- Aleksandria : Athanasius, eskob, kofesour, doktor an Iliz.
- Firenze : Antonin, prezegour, eskob, kofesour.
- Roma : Saturninus, Neopolus, Germanus, Selestin, merzherien.
- (lec'h ?) : Vindemialus, eskob, merzher
- Hispalis, e bro Spagn : Felicius, diagon ha merzher
- Attalia, e Pamphylia : Exsuperus, Zoës, Cyriacus, Theodulus; merzheriet dindan an impalaer Hadrian
Deiziadurioù broadel hag etrevroadel
kemmañ- Polonia : Devezh ar banniel, devezh gouel en enor da vanniel ar vro.