Katelin II
Katelin II (rusianeg: Екатерина II Великая, Yekaterina II Velikaya), pe Katelin Veur, ganet e Stettin e Pomerania, a voe impalaerez Rusia eus 1762 da 1796.

BugaleajAozañ
Ganet e oa bet Sophie Friederike Auguste von Anhalt-Zerbst-Dornburg e Stettin d'an 2 a viz Mae 1729. Merc'h e oa d'ar priñs Christian August von Anhalt-Zerbst ha da Johanna Elisabeth von Holstein-Gottorf.
Ne oa ket gwall c'halloudus he familh met soñjet e voe e Sophie gant Elesbed Iañ, impalaerez Rusia, pa voe kaoz eus kavout ur pried d'he hêr, Pêr. Goude bezañ bet pedet gant an impalaerez ec'h erruas Sophie hag he mamm e Rusia e miz C'hwevrer 1744.
E miz Even 1744 e voe degemeret Sophie er relijion ortodoks dindan anv Katelin.
D'ar 21 a viz Eost 1745 e voe lidet hec'h eured gant an dug-meur Pêr.
En he raok Pêr III |
Impalaeriezh Rusia 1762 – 1796 |
War he lerc'h Paol Iañ |