Pomerania
Pomerania (Pommern en alamaneg, Pomorze e poloneg) zo ur rannvro istorel en hanternoz Alamagn ha Polonia a-hed ar Mor Baltel, en daou du d'ar stêr Oder. Dont a ra an anv eus an anv slavek kozh po more = "arvor" (stummet evel an anv brezhonek eo an anv slavek, gant ur rakger po dirak an anv more, "mor").
Er Grennamzer e voe savet un Dugelezh a voe tro-ha-tro en Impalaeriezh Santel Roman pe e dalc'h Danmark, Polonia pe Sveden. Tamm-ha-tamm e voe staget ouzh Prusia. Etre 1816 ha 1945 e oa Pomerania ur broviñs eus Prusia.
Hiziv an deiz eo rannet ar rannvro istorel-se e meur a lodenn :
- er c'hornôg : ul lodenn eus Alamagn eo Vorpommern ("Pomerania a-raok") pe Westpommern (Pomerania ar C'hornôg). Emañ e stad Mecklenburg-Vorpommern. Ul lodenn vat eus ar vroig-se a oa e dalc'h Sveden etre 1648 ha 1815, hag abalamour da se e oa anvet Pomerania svedat.
- er reter : ul lodenn eus Polonia eo al lodenn-se bremañ. Anvet e vez Hinterpommern (Pomerania a-dreñv) pe Ostpommern (Pomerania ar Reter) en alamaneg, Pomorze (Pomerania) hepken e poloneg. Rannet eo e teir rannvro velestradurel :
- Województwo zachodniopomorskie (Pomerania ar c'hornôg), ar muiañ er c'hornôg
- Województwo pomorskie, er reter
- hag, evit ul lodenn, Województwo kujawsko-pomorskie, en douaroù.