24 Mae
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
DarvoudoùAozañ
- 1778 : evit skoazellañ an Amerikaned, embannet eo ar brezel a-enep Bro-Saoz gant Bro-C'hall.
- 1798 : deroù un emsavadeg republikan en Iwerzhon, gant an United Irishmen, a-enep yev Breizh-Veur.
- 1822 : emgann Pichincha, en Ecuador, evit dieubiñ ar vro diouzh yev Spagn.
- 1844 : gant an ijiner Samuel Morse eo kaset ar gemennadenn gentañ dre bellskriver, er Stadoù Unanet.
- 1883 : digoret eo pont Brooklyn.
- 1937 : digoret eo pont Golden Gate, o treugiañ div c'hlann bae San Francisco.
- 1993 : Eritrea dizalc’h diouzh Etiopia.
GanedigezhioùAozañ
- 1686 : Gabriel Daniel Fahrenheit, fizikour alaman († 16 a viz Gwengolo 1736 e Den Haag (Izelvroioù)).
- 1743 : Jean-Paul Marat, kazetenner ha politikour gall drouklazhet gant Charlotte Corday († 13 a viz Gouere 1793 e Pariz).
- 1819 : ar Rouanez Victoria († 22 a viz Genver 1901 en Enez Wight (Bro-Saoz)).
- 1897 : Pierre Gillet, maer Sant-Yann-Brevele, kuzulier-departamant ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Sant-Yann-Brevele [1].
- 1901 : José Nasazzi, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
- 1920 : Roparzh Broudig, skrivagner brezhonek.
- 1931 : Michael Lonsdale, aktour gall saoz.
- 1937 : Marivon Dupureur (Samson hec'h anv-tiegezh), atletourez war ar redadeg damhir († 7 a viz Genver 2008 e Sant-Brieg).
- 1941 : Bob Dylan, kanour amerikan.
- 1944 : Dominig Lavanant, aktourez c'hoariva ha sinema.
- 1961 : Alessandra Riegler, mestrc'hoarierez echedoù italian.
MarvioùAozañ
- 1543 : Nikolaus Copernicus, steredoniour (° 19 a viz C'hwevrer 1473 e Toruń (Polonia)).
- 1947 : Charles Ferdinand Ramuz, skrivagner eus Suis (° 24 a viz Gwengolo 1878 e Lausanne (Suis)).
- 1974 : Duke Ellington, soner amerikan (° 29 a viz Ebrel 1899 e Washington D.C.).
- 1995 : Harold Wilson, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet (° 1 a viz Meurzh 1916 e Huddersfield (Bro-Saoz)).
- 2006 : Maria Prad, saverez Strollad Beilhadegoù Treger (° 14 a viz Eost 1906 e Bulien).
LidoùAozañ
- Eritrea : Devezh ar vro
- Bulgaria ha Makedonia : Devezh Sant Kirill ha Sant Methodios
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993