Roparzh Broudig
Roparzh Broudig, Robert Broudic en ti-kêr, ganet d'ar 24 a viz Mae 1920 e Montroulez, eus tu Treger, ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1991 e Trebeurden, a oa ur moraer ha pesketaer breton, ur barzh ha skrivagner brezhonek hag un emsaver. Savet eo bet e Martinik met distreiñ a reas da Vreizh war-lerc'h marv e dad pa ne oa nemet 6 vloaz c'hoazh. Studiañ a reas e skolioù-mor ha kregiñ da verdeiñ. Gant an Eil brezel-bed e rank chom er vro hag eno e teskas brezhoneg gant an devezhierien war ar maez. Er bloavezhioù 1950 ez eas da Vro-Senegal hag Aod-an-Olifant da besketa. Goude e tistroas da Vreizh da vezañ pesketaer war aodoù Treger. Diazezet eo oa e besketaerezh e Trebeurden. A-drugarez dezhañ e voe roet ger-ardamez kêr Drebeurden : Ar mor eo ma flijadur.
Oberennoù
kemmañLevrioù
kemmañ- St Paul enez villiget, roman diembann (tapet gantañ eil priz lennegel Breizh e 1942)
- Gant red an dour, Emgleo Breiz, 1957 (barzhonegoù)
- En ur ruilhañ bili, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
- Gwrez an trovanoù, Hor Yezh, 1991
Skridoù
kemmañKenlabourat a reas gant Arvor, Barr-Heol, Al Liamm, Al Lanv…
Levrlennadur
kemmañ- Lukian Tangi, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p.46-47.
- Le Trégor, 10.01.2013, p.10.