José Nasazzi
José Nasazzi Yarza, bet ganet d'ar 24 a viz Mae 1901 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 17 a viz Mezheven 1968 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat a orin italian (difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn). Aet e oa da zibaber skipailh broadel e vro, eus 1942 da 1945, war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Graet e veze El Gran Capitán, El Mariscal pe El Terrible anezhañ ivez.
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :
- 1918-1920 : Lito Montevideo,
- 1922-1932 : Bella Vista Montevideo[1] ,
- 1933-1937 : Nacional Montevideo, aet da gampion e 1933 ha 1934.
Ur wech ha daou-ugent en devoa douget krez La Celeste[2] etre 1923 ha 1936 hep merkañ pal ebet.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1929 ha 1930.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1923, 1924, 1926 ha 1935. Tapet e voe an trivet plas e 1929.
Dilennet e oa bet da wellañ melldroader ar genstrivadeg e 1923 ha 1935.
C'hoarioù Olimpek hañv
kemmañKabiten e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).
Kemeret en devoa perzh José Nasazzi en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. C'hoariet en devoa ar pevar c'hrogad eus ar genstrivadeg ha kabiten e oa eus ar skipailh – Enrique Ballestrero, Ernesto Mascheroni, José Nasazzi, José Leandro Andrade, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Pablo Dorado, Héctor Scarone, Héctor Castro, José Pedro Cea, Victoriano Santos Iriarte – a c'hounezas (4-2) ar gourfenn ouzh hini Arc'hantina en Estadio Centenario (Montevideo) d'an 30 a viz Gouere 1930.
Adalek 1930 e oa bet krouet un trofe nevez-flamm, Palo Nasazzi (Bazh Nasazzi e brezhoneg) an anv anezhañ.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Parque José Nasazzi a voe graet, e 1933, eus ar sportva ma c'hoarie ar c'hleub.
- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.