Pablo Dorado, bet ganet d'an 22 a viz Mezheven 1908 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Du 1978 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (argader e bost dezhañ war an dachenn).

Yaouankañ c'hoarier an dibab uruguayat e oa da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930 dre na oa nemet ugent vloaz d'an ampoent.

E vicher

kemmañ

Er c'hleuboù

kemmañ

N'en devoa c'hoariet nemet en daou gleub amañ dindan :

E skipailh broadel Uruguay

kemmañ

Seizh gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1929 ha 1932, ha merket tri fal.

Krogadoù a vignoniezh

kemmañ
Deiziad Lec'h Krogad Merk
16 a viz Mezheven 1929 Estadio Gran Parque Central (Montevideo) Uruguay - Arc'hantina 1-1
18 a viz Mae 1932 Estadio Centenario (Montevideo) Uruguay - Arc'hantina 1-0
Deiziad Lec'h Krogad Merk
25 a viz Mae 1930 Buenos Aires Arc'hantina - Uruguay 1-1
Deiziad Lec'h Krogad Merk
6 a viz Gwengolo 1931 Estádio das Laranjeiras (Rio de Janeiro) Brazil - Uruguay 0-2

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.