6 Gwengolo
deiziad
(Adkaset eus 6 a viz Gwengolo)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1522 : ar Victoria, unan eus listri Fernão de Magalhães, a erru e Sanlúcar de Barrameda e Spagn, goude bezañ graet tro ar bed.
- 1620 : loc'het al lestr Mayflower gant e drevadennerien saoz diouzh porzh Plymouth (Bro-Saoz).
- 1778 : Aloubadeg Dominika gant ar morlu gall e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.
- 1793 : deroù Emgann Hondschote etre luioù ar Republik C'hall ha reoù ar C'hentañ Kengevreadur.
- 1911 : eil treizhadenn Mor Breizh (etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall) kaset da benn gant ar neuñver saoz Thomas William Burgess.
- 1944 : lakaet harz war Youenn Drezen.
- 1966 : penn-kentañ filmañ How I Won the War gant ar filmaozer amerikan Richard Lester ha John Lennon evel aktour.
- 1968 : Swaziland dizalc’h diouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1991 : gant an Unaniezh Soviedel eo anavezet dizalc’hiezh Estonia, Latvia ha Lituania.
- 1991 : an anv Sant Petersbourg a roer en-dro d’ar gêr eus Rusia a oa bet anvet Leningrad e 1924.
- 1997 : obidoù Priñsez Kembre Diana Spencer en Abati Westminster.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1757 : Markiz La Fayette, milour ha den-stad gall.
- 1787 : Salvatore Viale, barzh, reizhaouer ha skrivagner korsek.
- 1802 : Alcide Dessalines d'Orbigny, blodegour, ergerzher, naturour ha paleontologour gall.
- 1808 : Abd al-Qadir (Aljeria) pe Abd el-Kader, brogarour ha den-Stad eus Aljeria.
- 1813 : John Cassin, evnoniour stadunanat.
- 1874 : Walter Edmond Clyde Todd, evnoniour stadunanat.
- 1884 : Julien Lahaut, kannad komunour ha kadoriad Strollad Komunour Belgia.
- 1900 : Julien Green, skrivagner stadunanat gallek.
- 1913 : Leônidas, melldroader etrebroadel ha gourdoner brazilian.
- 1923 : Pêr II (Yougoslavia), roue diwezhañ Yougoslavia.
- 1943 : Roger Waters, kaner-sonaozer ha soner gitar-boud saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd.
- 1957 : José Sócrates, kentañ ministr Portugal.
- 1963 : Geert Wilders, politiker izelvroat.
- 1965 : Christopher Nolan, skrivagner saoznek eus Iwerzhon.
- 1971 : Dolores O'Riordan, kanerez ha sonerez eus Iwerzhon.
Marvioù
kemmañ- 1683 : Jean-Baptiste Colbert, politikour ha maodiern gall.
- 1783 : Carlo Antonio Bertinazzi (Carlin e anv-teatr), dramaour ha komedian italian.
- 1907 : Sully Prudhomme, barzh gall, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1901.
- 1976 : Clarice Benini, mestrc'hoarierez echedoù italian.
- 1998 : Akira Kurosawa, filmaozer japanat.
- 2007 : Luciano Pavarotti, tenor italian.
- 2019 : Robert Mugabe, prezidant Zimbabwe.
- 2021 : Jean-Paul Belmondo, aktor gall.
Lidoù
kemmañ- er Relijion gatolik :
- Swaziland : Devezh an dizalc'hiezh (1968)