Clarice Benini
Clarice Benini a zo bet ganet d'an 8 a viz Genver 1905 e Firenze (Italia), marvet d'ar 6 a viz Gwengolo 1976 e Rufina (Italia).
Mestrc'hoarierez echedoù italian.
P'edo-hi 15 vloaz, he zad a varvas a daol-trumm e-ser c'hoari echedoù e Viareggio. E 1936 e tapas an eilvet plas, war-lerc’h ar c’hoarierez alaman Sonja Graf e tournamant ar maouezi e Semmering (Aostria), pezh a lakaas Kevredigezh Italian an Echedoù da anvout anezhi Mestr ag enor.
E 1937 e c’hoarias e Kampionad bedel ar maouezi e Stockholm. Tapout a reas an eilvet plas gant 10/14, dirak Milda Lauberte (Latvia) ha Sonja Graf . Un taol kaer e oa bet an disoc’h-mañ: he eil tournamant a-bouez e oa, hag an hini gentañ ag an tournamant a voe Vyera Mentchikova hag a echuas gant 14 diwar 14. Homañ a c'houneze ingal, hag a-bell, e Kampionadoù bedel ar maouezi c'hoariet adalek 1927 betek 1939: ne voe nemet he marv e 1944 a lakaas un dermen d'he ren.
Da heul an disoc'h dreist bet tapet gant Clarice Benini e Stockholm, Kevredigezh Italian an Echedoù a aozas Kampionadoù ar maouezi daou vloaz diouzh renk, e 1938 hag e 1939: bewezh e teuas ar maout gant Clarice Benini dirak Nelli Lanza. Adsavet e voe ar C'hampionadoù e 1973 en-dro.
E 1950 e voe graet Kampionad bedel ar maouezi e Moskov, ar c'hentañ gwezh goude an Eil brezel bed. N'oa ket bet prientet mat gant Clarice Benini. Tapout a reas koulskoude un disoc'h uhel a-walc'h gant an 9vet plas.
Kemer a rae perzh ivez e Kampionad (hollek) Italia, a-gevred gant maouezi arall, ha dont a rae brav ganti.
E 1950 e teuas Clarice Benini da vout Mestr Etrebroadel.
Derc'hel a reas da c'hoari er Circolo Scacchistico Fiorentino e Firenze e-pad meur a vloaz c'hoazh. Tro 1965 e rankas paouez abalamour d'ur c'hleñved daoulagad.
Drouklazhet e voe e maezioù Rufina gant un amezeg dezhi aet da sod.
Div bartienn
kemmañ- Clarice Benini - Ingrid Larsen (Moskov, Kampionad bedel ar maouezi, 1950)
1.d4 d5
2.Mf3 Mf6
3.c4 e6
4.Mc3 Mbd7
5.Fg5 Fe7
6.e3 O-O
7.Tc1 a6
8.a3 c5
9.dxc5 Mxc5
10.cxd5 exd5
11.Fe2 Fe6
12.O-O Tc8
13.Md4 Mce4
14.Mxe4 Mxe4
15.Mxe6 Txc1
16.Mxd8 Txd1
17.Fxe7 Txf1+
18.Rxf1 Te8
19.f3 Txe7
20.fxe4 Td7
21.Mxb7 Txb7
22.b4 dxe4
23.Fxa6 Ta7
24.b5 Rf8
25.a4 Re7
26.Re2 Rd6
27.Rd2 Rc7
28.Rc3 Txa6
29.bxa6 Rb6
30.g4 Rxa6
31.Rd4 Ra5
32.Rxe4 Rxa4
33.Rd5 Rb4
34.g5 Rc3
35.h4 Rd3
36.e4+ Re3
37.Re5 Rf3
38.Rf5 Rg3
39.h5 Rh4
40.h6 g6
41.Rf6 Rg4
42.Rxf7 1-0
- Chantal Chaudé de Silans - Clarice Benini, (Moskov, Kampionad bedel ar maouezi, 1950)
1.d4 d5
2.c4 c6
3.Mf3 Mf6
4.Mc3 dxc4
5.a4 Ff5
6.e3 e6
7.Fxc4 Fb4
8.O-O O-O
9.Me2 h6
10.Mg3 Fh7
11.De2 Mbd7
12.e4 De7
13.Me5 Tad8
14.Mxd7 Txd7
15.e5 Md5
16.Mh5 Rh8
17.f4 Mb6
18.Fe3 Mxc4
19.Dxc4 Td5
20.Dc1 Tfd8
21.Tf3 Dh4
22.Th3 Dg4
23.f5 Fxf5
24.Mf4 Txd4
25.Fxd4 Txd4
26.Tf3 Fd2
27.Dc5 Fxf4
28.h3 Dxf3
29.Df8+ Rh7
30.gxf3 Td2
31.Db4 g5
32.Dxb7 Rg6
33.Te1 Fxh3
34.Db8 Rh5
35.Dg8 Rh4
36.Dxf7 Rg3
37.Dh5 Fe3+ 0-1
Daveoù
kemmañ- Adriano Chicco ha Giorgio Porreca, Dizionario enciclopedico degli scacchi, Embannadurioù Mursia, 1971 ;
- Adriano Chicco hag Antonio Rosino, Storia degli scacchi in Italia, Embannadurioù Marsilio, Venezia,1990, ISBN 88-317-5383-5.