Leônidas da Silva
Leônidas da Silva (pell anavezetoc'h evel Leônidas), bet ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1913 e Rio de Janeiro (Brazil) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Genver 2004 e Cotia (Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian aet da c'hourdoner.
Sellout a reer ouzh an hini a voe lesanvet buan a-walc'h Diamante Negro pe Homem-Borracha kentoc'h evel ur arzour eget ur c'hoarier mell-droad. Gantañ e voe brudet ar jestr teknikel a vez graet "chalaca" (bisiklet e brezhoneg) anezhañ : skoet eo ar vell dre un tenn-gin.
Araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Leônidas e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1934 bet aozet e Rouantelezh Italia (bet merket ur pal gantañ),
- Kib vell-droad ar bed 1938 bet aozet e Bro-C'hall : gant seizh pal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg-mañ, daoust da skipailh broadel Brazil bezañ ranket da drivet hepken.