Kib vell-droad ar bed
Kib vell-droad ar bed a zo ur gevezadeg mell-droad etrebroadel hag a vez dalc'het bep pevar bloaz en ur riez aozer. Dalc'het eo bet evit ar wech kentañ war intrudu Jules Rimet, prezidant Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA), e 1930 en Uruguay.
Iskevrennad eus | Kevezadeg bed, association football competition ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1930 ![]() |
Anv er yezh a orin | FIFA World Cup ![]() |
Competition class | men's association football ![]() |
Sport | mell-droad ![]() |
Organizer | Kevread Etrebroadel Football Association ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.fifa.com/tournaments/mens/worldcup ![]() |
Hashtag | Hamza won world cup 2010, FIFAWorldCup ![]() |
Month of the year | Mezheven ![]() |
Istor | history of the FIFA World Cup ![]() |
Eligible recipient | national association football team ![]() |
IstorAozañ
Orin ar gevezadegAozañ
Ar soñj da aozañ ar gevezadeg Kib ar bed a zo deuet kerkent ha lakaet Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) en e sav e 1904. E 1906 eo raktreset aozañ ar gevezadeg kentañ e Suis, gant pevar rumm, pevar skipailh e pep hini anezho, evit an dro gentañ. Met pa oa bet anv da glozañ an enskrivadurioù gant an holl skipailhoù bet pedet da zont, d'an 31 a viz Eost 1905, n'eus bet kevread ebet evit kadarnaat hag e oa bet nullet ar raktres. E 1908 e sav KEFA un tournamant mell-droad olimpek hag e klask lakaat anezhañ da vezañ anvet evel kampionad mell-droad amatour ar bed. Kadarnaet eo ar meno-se e 1914 da geñver kendalc'h KEFA. Met chom a ra sac'het an intrudu abalamour d'ar Brezel-bed kentañ. Goude ar Brezel Bras e cheñch KEFA hec'h emzalc'h. Adal m'eo dilennet Jules Rimet e penn KEFA e stourm evit ma ne vefe ket anvet an tournamant olimpek da gampionad mell-droad amatour hag evit ma vo krouet ur gevezadeg etrebroadel nevez. A-benn ar fin eo savet KEFA a-du gant ar raktres Kib ar bed d'an 28 a viz Mae 1928 : 25 mouezh a-du, 5 a-enep (Ar broioù Skandinaviat) hag unan neptu (Alamagn)[1].
Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed en Uruguay d'an 18 a viz Mae 1929 da geñver kendalc'h KEFA 1929 e Barcelona. Dre ma koust kaer-ruz mont da Uruguay, n'eus ken nemet pevar skipailh evit mont di 1930[2] : hini Bro-C'hall, hini Belgia, hini Yougoslavia hag hini Roumania. Dav eo da Jules Rimet ober tro Bro-C'hall zoken, evit kendrec'hiñ pennoù-bras ar melestradurezh, ar c'hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc'het gant ar skipailh e koulz. Dont a ra a-benn un toullad a c'hoarierien da ziskregiñ eus o labour evit daou viz, ar pezh n'hall ket ober ar gourdoner Gaston Barreau. Evit enoriñ stourm prezidant KEFA eo "Kib Jules Rimet" anv an trofe a vez da c'hounit etre 1930 ha 1970.
Dibabet e vez lakaat ar gevezadeg nevez bep pevar bloaz, etre pep krogad C'hoarioù Olimpek. E deroù Kib ar bed e veze an hevelep skipailhoù o kenstrivañ an eil a-enep egile da geñver ar C'hoarioù Olimpek, amatourien ma oant holl. Hiziv an deiz eo gwell evit skipailhoù Europa, dre ma vez aozet Kib ar bed a bep eil gant Kampionad mell-droad Europa ar Broadoù, ar pezh ned eo ket heñvel evit ar skripailhoù afrikan a genstriv evit Kib Afrika ar Broadoù bep daou vloaz, zoken pa vez eus Kib ar Bed.
Emdroadur ar gevezadegAozañ
Diwar ar pennad gallek, da vezañ kendalc'het…
Ar gwechoùAozañ
GoproùAozañ
Gwellañ paler pep dalc'hAozañ
- 1930 (en Uruguay) : Guillermo Stábile ( Arc'hantina), eizh pal,
- 1934 (e Rouantelezh Italia) : Oldřich Nejedlý ( Tchekoslovakia), pemp pal,
- 1938 (e Bro-C'hall) : Leônidas ( Brazil), seizh pal,
- 1942 (nullet),
- 1946 (nullet),
- 1950 (e Brazil) : Ademir ( Brazil), eizh pal,
- 1954 (e Suis) : Sándor Kocsis ( Hungaria), unnek pal,
- 1958 (e Sveden) : Just Fontaine ( Bro-C'hall), trizek pal,
- 1962 (e Chile) : Garrincha ( Brazil), pevar fal,
- 1966 (e Bro-Saoz) : Eusébio ( Portugal), nav fal,
- 1970 (e Mec'hiko) : Gerd Müller ( Alamagn ar C'hornôg), dek pal,
- 1974 (en Alamagn) : Grzegorz Lato ( Polonia), seizh pal,
- 1978 (en Arc'hantina) : Mario Kempes ( Arc'hantina), c'hwec'h pal,
- 1982[3] (e Spagn) : Paolo Rossi ( Italia), c'hwec'h pal,
- 1986 (e Mec'hiko) : Gary Lineker ( Bro-Saoz), c'hwec'h pal,
- 1990 (en Italia) : Totò Schillaci ( Italia), c'hwec'h pal,
- 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Hristo Stoičkov ( Bulgaria) hag Oleg Salenko ( Rusia), c'hwec'h pal,
- 1998 (e Bro-C'hall) : Davor Šuker ( Kroatia), c'hwec'h pal,
- 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Ronaldo ( Brazil), eizh pal,
- 2006 (en Alamagn) : Miroslav Klose ( Alamagn), pemp pal,
- 2010 (e Suafrika) : Thomas Müller ( Alamagn), pemp pal,
- 2014 (e Brazil) : James Rodríguez, ( Kolombia), c'hwec'h pal,
- 2018 (e Rusia)
- 2012 (e Qatar).
Mell aour (Gwellañ c'hoarier) pep dalc'hAozañ
- 1982 (e Spagn) : Paolo Rossi ( Italia),
- 1986 (e Mec'hiko) : Diego Maradona ( Arc'hantina),
- 1990 (en Italia) : Totò Schillaci ( Italia),
- 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Romário ( Brazil),
- 1998 (e Bro-C'hall) : Ronaldo Luís Nazário de Lima ( Brazil),
- 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Oliver Kahn ( Alamagn),
- 2006 (en Alamagn) : Zinédine Zidane ( Bro-C'hall),
- 2010 (e Suafrika) : Diego Forlán ( Uruguay),
- 2014 (e Brazil) : Lionel Messi ( Arc'hantina),
- 2018 (e Rusia)
- 2012 (e Qatar).
Gwellañ diwaller-pal pep dalc'hAozañ
- 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Michel Preud'homme ( Belgia),
- 1998 (e Bro-C'hall) : Fabien Barthez ( Bro-C'hall),
- 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Oliver Kahn ( Alamagn),
- 2006 (en Alamagn) : Gianluigi Buffon ( Italia),
Maneg aour :
- 2010 (e Suafrika) : Iker Casillas ( Spagn),
- 2014 (e Brazil) : Manuel Neuer ( Alamagn),
- 2018 (e Rusia)
- 2012 (e Qatar).
Gwellañ c'hoarier yaouank pep dalc'hAozañ
- 1958 (e Sveden) : Pelé ( Brazil),
- 1962 (e Chile) : Flórián Albert ( Hungaria),
- 1966 (e Bro-Saoz) : Franz Beckenbauer ( Alamagn ar C'hornôg),
- 1970 (e Mec'hiko) : Teófilo Cubillas, ( Perou),
- 1974 (en Alamagn) : Władysław Żmuda ( Polonia),
- 1978 (en Arc'hantina) : Antonio Cabrini ( Italia),
- 1982 (e Spagn) : Manuel Amoros ( Bro-C'hall),
- 1986 (e Mec'hiko) : Enzo Scifo ( Belgia),
- 1990 (en Italia) : Robert Prosinečki ( Yougoslavia),
- 1994 (e Stadoù-Unanet Amerika) : Mark Overmars ( Izelvroioù),
- 1998 (e Bro-C'hall) : Michael Owen ( Bro-Saoz),
- 2002 (e Republik Korea hag e Japan) : Landon Donovan ( Stadoù-Unanet),
- 2006 (en Alamagn) : Lukas Podolski ( Alamagn),
- 2010 (e Suafrika) : Thomas Müller ( Alamagn),
- 2014 (e Brazil) : Paul Pogba ( Bro-C'hall),
- 2018 (e Rusia) : Kylian Mbappé ( Bro-C'hall),
- 2012 (e Qatar).
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Victor Sinet, La Coupe du Monde oubliée, Saint-Cyr-sur-Loire, Alan Sutton, 2002, p. 17-20
- ↑ Deroù Kib ar bed
- ↑ Adalek 1982 e voe graet Botez aour eus an trofe a yae da c'hoprañ ar gwellañ paler.