Manuel Francisco dos Santos
Manuel Francisco dos Santos pe Mané Garrincha (pell anavezetoc'h evel Garrincha), bet ganet d'an 28 a viz Here 1933 e Magé (Brazil) hag aet da Anaon d'an 20 a viz Genver 1983 e Rio de Janeiro (Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Meur a lesanv a voe roet dezhañ a-hed e vicher : A Alegria do Povo (Levenez ar Bobl), O Anjo das Pernas Tortas (An Ael e Zivhar Kamm), O Rei dos Reis (Roue ar Rouaned).
Kreizer pe araoger dehou e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh e tri dalc'h, o c'hounit daou anezhe gant skipailh broadel Brazil (e 1958 hag e 1962) :
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile : gant pevar fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg-mañ (rampo gant Flórián Albert, Valentin Ivanov, Dražan Jerković, Leonel Sánchez ha Vavá). Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Estadio Nacional de Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz.