Gylmar dos Santos Neves
c'hoarier mell-droad Brazil
Gylmar dos Santos Neves (pell anavezetoc'h evel Gilmar), bet ganet d'an 22 a viz Eost 1930 e Santos (São Paulo (stad), Brazil) hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Eost 2013 e São Paulo (Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Graet e veze O goleiro maior anezhañ ivez.
Pevarzek gwech ha pevar-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1953 ha 1969. Tremen a ra da wellañ c'hoarier hag en dije biskoazh diwallet kaouedoù an dibab brazilian.
Kib vell-droad ar bedAozañ
Diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Gilmar e tri dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit an eil gwech. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Estadio Nacional de Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz.
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.