Diwaller-pal (mell-droad)


An diwaller-pal[1] (anvioù all : diwaller-palioù[2], gward-pal[1], mirer-pal[3], porzhier(Daveoù a vank)) pe, ent-berr, un diwaller[1], eo an den karget da ziwall kaoued e skipailh er c'hoari mell-droad.

diwaller-pal
association football position
Iskevrennad eusDiwaller-pal Kemmañ
Sportmell-droad Kemmañ
Stumm gourel an dikedenngardien de but, vartininkas, fotbalový brankář Kemmañ
Un diwaller o lammat da glask herzel ouzh ur volotenn da vont er gaoued.
An diwaller alaman
Jens Lehmann o splujañ da glask tapout ar vell.
Manegoù ar porzhier alaman Oliver Kahn.

Ar gaoued

kemmañ

Toull ar gaoued zo un hirgarrez a 7,32 m a led ha 2,44 m a uhleder. A-drek an toull ez eus stegnet ur roued da virout ouzh ar vell da vont re bell, da chom e-barzh ar gaoued, da desteniañ eo aet e-barzh. E deroù pep c'hoariadenn e rank an tredeog gwiriañ ar roued evit bezañ sur ne c'hallo ar vell tremen nemet etre daou bost an toull bras.

An takad-dic'haouiñ, anezhañ ar gorread ma c'hall an diwaller tapout ar volotenn gant e zaouarn, a ya betek 16,50 m dirak ar gaoued.

Ar c'hoari

kemmañ

E pep skipailh mell-droad e vez unnek melldroader, dek o redek war-lerc'h ar volotenn dre an dachenn-c'hoari hag un diwaller dirak e gaoued. Hennezh hepken en deus renk da gemer ar volotenn gant e zaouarn gant ma vo en dachenn tost ouzh e gaoued.

Manegoù a vez gwisket gant an diwallerien peurvuiañ. Pa vez lakaet ar volotenn er gaoued e vez lavaret eo aet e-barzh, pe aet en toull, hag ur poent a vez roet d'ar skipailhoù seul wech ma lakaont anezhi e-barzh.

Pa dap an diwaller ar vell ha p'he laosk da gouezhañ e c'hall ar c'hoarierien all hec'h adtapout da genderc'hel da c'hoari.

Pennadoù kar

kemmañ

Diwaller-pal (sport)

Porzhierien veur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
  2. Geriadur brezhoneg, An Here, 2001.
  3. E. Ollivro, Pikoù mab e dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983 (troidigezh gant Jakez Konan).