Amarildo Tavares da Silveira
Amarildo Tavares da Silveira (pell anavezetoc'h evel Amarildo), bet ganet d'an 29 a viz Gouere[1] 1940[2] e Campos dos Goytacazes (Rio de Janeiro, Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian, aet da c'hourdoner da-heul e amzer c'hoarier.
Lesanvet e oa bet O Possesso gant ar c'hazetenner brazilian Nelson Rodrigues.
Araoger e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Amarildo en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile : aet ar maout gantañ ha skipailh broadel Brazil ; erlec'hiet en devoa Pelé pa oa bet gloazet ha c'hoariet pevar c'hrogad o verkañ tri fal (daou ouzh skipailh Spagn, unan ouzh skipailh Tchekoslovakia) e-kerzh ar genstrivadeg-se.
Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Mauro, Zózimo, Nílton Santos - Zito, Didi - Garrincha, Vavá, Amarildo, Zagallo – a c'hounezas (3-1) ar gourfenn ouzh hini Tchekoslovakia en Estadio Nacional de Chile (Santiago de Chile) d'ar 17 a viz Mezheven 1962.