Orlando Peçanha de Carvalho
Orlando Peçanha de Carvalho (pell anavezetoc'h evel Orlando Peçanha pe Orlando), bet ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1935 e Niterói (Rio de Janeiro (stad), Brazil) hag aet da Anaon d'an 10 a viz C'hwevrer 2010 e Rio de Janeiro (Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Tregont gwech en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1958 ha 1966, hep merkañ pal ebet.
Difenner e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Orlando e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1958 bet aozet e Sveden ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil evit ar wech kentañ. Perzh e oa eus ar skipailh – Gilmar - Djalma Santos, Bellini, Nílton Santos, Zito - Orlando Peçanha, Garrincha - Didi, Vavá, Pelé, Mário Zagallo – a c'hounezas (5-2) ar gourfenn ouzh hini Sveden e Råsunda fotbollsstadion (Solna) d'an 29 a viz Mezheven 1958,
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.