Bro-Saoz eo an hini vrasañ eus ar broioù a ya d’ober ar Rouantelezh Unanet. En em astenn a ra, tamm-pe-damm, war an douaroù a oa bet aloubet gant an Angled-ha-Saozon, anezho Germaned a erruas er vro er Vvet kantved. Ur vro unvan e teuas an douaroù-se da vezañ en Xvet kantved, Rouantelezh Bro-Saoz. E 1707 e voe liammet ouzh Rouantelezh Bro-Skos, da vont d’ober Rouantelezh Breizh-Veur. Hag e 1800 e voe liammet ar Rouantelezh-se ouzh Iwerzhon d'ober Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon.

Bro-Saoz a-raok ar Saozon

kemmañ
 
Stonehenge, savet etre 2500 ha 2000 kent JK

Diskouezet o deus furchadennoù an henoniourien e oa deuet tud da chom da greisteiz Bro-Saoz kalz abretoc’h eget el lodennoù all eus Enez Vreizh, abalamour ma oa plijusoc’h an hin eno, da vare Oadvezh ar skorn.

Aloubet e vo su Enez Vreizh gant Julius Caesar e -55 ha -54. Skrivañ a reas e-barzh De Bello Gallico e oa kar ar pobloù a oa o chom eno d’ar pobloù keltiek a oa war douar-bras Europa. Gant e skridoù, gant re istorourien roman all ha gant enskrivadurioù war pezhioù moneiz, e ouzomp anvioù lod eus pennoù ar pobladoù-se, ha gouzout a reomp traoù ivez diwar-benn o buhez.

E-pad meur a gantved e voe renet ar vro gant ar Romaned, e stumm ur broviñs anvet Britannia. Pa gouezhas an Impalaeriezh Roman en he foull, e voe kuitaet Enez Vreizh gant ar Romaned ha lezet e voe ar Gelted en o-unan.

Angled-ha-Saozon

kemmañ
Pennad dre ar munud: s.o. Angled-ha-Saozon

Kuitaet e voe Enez Vreizh gant ar Romaned war-dro 410. Neuze e voe taget aodoù ar reter gant Germaned deuet eus douar-bras Europa.

Bandennadoù tud deuet eus ar broioù annezet gant Juted, Frizoned, Saksoned hag Angled, e norzh Alamagn ha su Danmark bremañ, a grogas da aloubiñ Enez Vreizh war-dro kreiz ar Vvet kantved. En em ziazezañ a rejont war aodoù reter ha kreisteiz an enezenn vras.

Brezel a reas an Angled-ha-Saozon ouzh ar rouantelezhioù kelt, ouzh ar re a oa e Kembre, Kernev-Veur hag an Hanternoz Kozh (Hen Ogledd, ar broioù e hanternoz Bro-Saoz ha kreisteiz Bro-Skos ma kaozeed predeneg. E-lec’h all avat e ouzer, gant labourioù enklask an henoniourien, e oa an enbroidi c’herman hag ar Gelted o vevañ kichen-ha-kichen. Ar Vrezhoned, Kelted hag a oa bet damromanekaet ha kristenaet, en em veskas gant ar pobladoù german ha tamm-ha-tamm e voe savet rouantelezhioù bihan er vro bet aloubet gant an Angled-ha-Saozon. E-touez ar rouantelezhioù-se e c’haller menegiñ Kent, Northumbria, Mercia ha Wessex.

 
Bro-Saoz e 878, gant an Danelaw.

Adalek ar Vvet kantved e krogas lod eus ar Vrezhoned da dreizhañ Mor Breizh, adalek kornôg ha mervent Enez Vreizh, da vont d’ober o annez e kornôg Galia, en Arvorig. Gant ar Vrezhoned-se e voe hec’h anv d’o bro nevez, Breizh, ha degas a rejont ganto o yezh keltiek, ar brezhoneg. Diwar neuze e voe kroget d’ober gant an anv "Breizh Veur" evit Enez Vreizh, ha gant "Breizh Vihan" pe “Breizh” hepmuiken evit Arvorig.

Ar Vikinged

kemmañ

Adalek 793, pa voe taget manati Lindisfarne, e stagas ar Vikinged da dagañ aodoù reter Bro-Saoz. Goude ur mare ma raent argadennoù war an aodoù a-raok distreiñ da vroioù Lec’hlenn, en em lakaas ar Vikinged d’en em ziazezañ e Bro-Saoz ha d’ober kenwerzh gant ar vroidi. Tamm-ha-tamm e teujont da gontrolliñ, adalek dibenn an IXvet kantved, un dachenn ec’hon a-walc’h hag a veze graet Danelaw anezhi. Unan eus o lec’hioù kreñv e oa York, anvet Jorvik gant ar Vikinged. Eus ar mare-se ez eus chomet roudoù el lec’hanvioù hag er yezh, rak kar e oa an hensaozneg hag an norseg hag aes e voe d’ar gerioù tremen eus an eil yezh d’eben.

Dre ma oa taget an Angled-ha-Saozon gant ar Vikinged e klaskjont unaniñ o rouantelezhioù bihan, dindan atiz rouaned Wessex Alfred Veur, Edouarzh an Henañ hag Æthelstan, war dreuzoù an IXvet kantved. Kristenaet e voe an Angled-ha-Saozon gant misionerien kaset gant ar pab Gregor Iañ pe gant menec’h deuet eus Iwerzhon ha Bro-Skos ha diazezet e manati Lindisfarne e biz Bro-Saoz. Gant ar roue Edouarzh ar C'hofesour e voe lakaet un termen da vat da veli an Daned e reter Bro-Saoz en XIvet kantved.

Bro-Saoz er Grennamzer

kemmañ
 
Emgann Hastings (1066), taolennet war pallenn-moger Bayeux

Trec’het e voe ar roue Harold Godwinson, breur-kaer Edouarzh ar C’hofesour, en Emgann Hastings e 1066, gant an dug Gwilherm II, eus Normandi, hag a zeuas da vezañ roue Bro-Saoz gant an anv Gwilherm Iañ Bro-Saoz. Aloubidigezh Bro-Saoz gant an Normaned a zegasas kalz a gemm er vro. Gant ar roue Gwilherm e voe roet urzh da skrivañ an Domesday Book, a dalvezas da renabliñ madoù ha douaroù an holl dud er vro, abalamour da lakaat anezho da baeañ telloù.

Gwilherm, ar roue nevez, ouzhpenn lakaat kurunenn Bro-Saoz war e benn, a zalc’has da vezañ dug Normandi, hag en e lez e veze komzet normaneg gantañ ha gant e varc’heien. Kendalc’het e voe d’ober evel-se e-pad meur a gantved e-touez noblañsoù Bro-Saoz ha levezonet don e voe ar saozneg gant ar galleg normanek-se.

En XIIvet kantved e voe ur mare a vrezel diabarzh, lesanvet an Anarkiezh, dindan ren ar roue Steven (1135-1154). Mareoù ken distabil all a voe c’hoazh goude, met pinvidik a-walc’h e oa ar vro er Grennamzer : gounezet e veze edeier, desavet e veze chatal evit al laezh hag ar c'hig. Gloan eus hanternoz Bro-Saoz a veze gwerzhet da varc’hadourien eus Flandrez d’ober gwiadoù.

Dindan ren Herri II e voe adtapet un tamm galloud gant ar roue, diwar-goust ar varoned uhel hag an iliz. War e lerc’h e teuas Richarzh Iañ of England|Richard I "Kalon Leon", hag a gemeras perzh en Trede Kroaziadeg, hag en em gannas a-enep ar roue gall Fulup II an Aogust. E vreur yaouank Yann, lesanvet Dizouar, a gollas Normandi hag an douaroù all en doa war an douar-bras. En em sevel a reas ar varoned a-enep dezhañ e 1215 ha rankout a reas sinañ ar Magna Carta, ur skrid hag a lakae harz da c’halloud bras ar roue.

Goude marv Herri III, mab Yann Dizouar, e pignas Edouarzh I (1272–1307) war an tron. Dindan ren hennezh e voe kreñvaet galloud ar roue hag e c’houarnamant, ha bodet e voe kentañ Parlamant Bro-Saoz. Aloubiñ a reas Kembre ha brezel a reas ouzh Skosiz. Dindan ren Edouarzh Iañ e voe trec’het ha lazhet Llywelyn ap Gruffudd, diwezhañ priñs Kembre dieub. Lakaat a reas sevel kestell e Kembre da ziazezañ e c’halloud war ar vro, ha reiñ a reas al lesanv a “briñs Kembre” d’e vab henañ e 1301. E 1314 e voe trec’het-naet e vab, Edouarzh II en Emgann Bannockburn, e Bro-Skos. Enebourien e-leizh en doa ar roue e-touez an uhelidi ha diskaret e voe gant un irienn savet gant ar rouanez Isabelle de France hag he serc'heg, Lord Roger Mortimer. Fiziet e voe ar gurunenn en e vab yaouank, Edouarzh III. Gant hennezh e voe roet douaroù da galz familhoù nobl hag adsavet e voe galloud ar roue koulz ha hini ar parlamant. Trec’h e voe war Rouantelezh Bro-Skos hag embann a reas e oa hêr da gurunenn Bro-C’hall. Kement-se a roas lañs d’ar brezel a anver ar Brezel Kant Vloaz. Trec’h e voe e meur a emgann, evel hini Crécy pe hini Poitiers, ar pezh a zegasas Feur-emglev Brétigny (1360).

Dindan e ren avat en em ledas ar Vosenn Zu, ur pore kleñved, e kornôg Azia hag en Europa. Erruout a reas ar Vosenn Zu e Bro-Saoz e 1349 ha mervel a reas tost d’un drederenn eus tud ar vro ganti.

Dindan ren Herri IV en em savas Kembreiz, renet gant Owain Glyndŵr, hag a embannas e oa “Priñs Kembre” (Tywysog Cymru) e 1400. Goude Feur-emglev Troyes e teuas Herri VI da vezañ roue Bro-Saoz koulz ha roue Bro-C'hall : kurunennet e voe e Pariz e 1431. Met goude-se e teuas nerzh en-dro d’ar gostezenn c’hall ha tamm-ha-tamm e voe adaloubet an douaroù saoz war an douar-bras gant Charlez VII Bro-C'hall, harpet gant Janed Ark. Echuiñ a reas ar Brezel Kant Vloaz e 1453.

Met ur roue gwan e oa Herri VI. Ur brezel diabarzh, ur brezel hêrezh, a darzhas etre daou skourr eus an Tiegezh Plantagenêt, Tiegezh Lancaster, a-du gant Herri VI, ha Tiegezh York, a oa diskennidi da Edouarzh III ivez, hag a embanne e tlee ar gurunenn bezañ dezho. Tregont vloaz e padas ar brezel-se, Brezel an Div Rozenn (1455-1485). E 1461 e voe lakaet ar gurunenn war benn Edouarzh York. Adkemeret e voe ar galloud gant Herri VI, met e 1471 adarre e teuas Edouarzh IV war an tron. E vreur Richarzh III a bignas war an tron war e lerc’h.

Tiegezh Tudor

kemmañ

Ne oa ket echu ar brezel avat hag e 1485 e voe trec’het ha lazhet Richarzh III en Emgann Bosworth, gant Herri Tudor, ur priñs kembreat hag a voe kurunennet dindan an anv Herri VII.

 
Ar roue Herri VIII

Gant e vab Herri VIII e voe dispartiet Iliz Bro-Saoz diouzh Iliz Roma, abalamour ma ne asante ket ar pab e vefe dispartiet Herri diouzh e wreg, Katelin Aragon. An troc’h etre an div iliz-se a oa diazezet war abegoù politikel da gentañ, muioc’h eget war abegoù relijiel, pa lakae roue Bro-Saoz e penn an iliz e-lec’h ar pab. Meur a vloaz a voe ezhomm evit en em droc’hañ diouzh Iliz Roma, ha sevel un iliz distag hag a embanne e oa unan brotestant. E-keit-se e voe trubuilh er vro, ha meur a hini a gollas o buhez abalamour ma ne blegent ket dirak ar roue.

Dindan ren Herri VIII ivez e voe unanet Kembre ha Bro-Saoz, dre veur a akta lezenniñ a reas da Gembre dont da vezañ ul lodenn eus ar rouantelezh ha d’ar c’hembraeg bezañ skarzhet eus ar vuhez ofisiel. Adalek an unaniezh-se e voe kaset dileuridi eus Kembre da Barlamant Bro-Saoz.

Tri bugel en doa Herri VIII hag o-zri a bignas war an tron war-lerc’h o zad. An hini kentañ e voe Edouarzh VI. Mervel a reas yaouank avat, e 1553. Neuze e tegouezhas ar gurunenn gant e c’hoar Mari Iañ. Katolik e oa Mari, levezonet e oa gant Karl V, an Impalaer Santel hag a oa roue Spagn ivez. Klask a reas lakaat Bro-Saoz da zistreiñ ouzh ar gatoligiezh. Da-heul e voe devet 274 Protestant saoz ha graet e voe merzherien anezho gant ar bobl a grogas da vegan kasoni ouzh ar rouanez. Dimeziñ a reas d’he c'henderv, Fulup II, roue Spagn, ha kasaet e voe muioc’h c’hoazh gant an dud. Mervel a reas Mari, divugel, e miz Du 1558.

Dindan ren he c’hoar Elesbed Iañ e teuas ar vro da vezañ siouloc’h. Kompezet e voe ar rendael etre katoliked hag anglikaned ha diwar neuze e voe kemeret gant Iliz Bro-Saoz ar stumm a zo ganti bremañ, dre vras. Komz a reer eus he ren alies evel un oadvezh aour evit Bro-Saoz : bleuniañ a reas ar sonerezh hag al lennegezh - mare c’hoariva William Shakespeare e voe. Ur mare eo ivez ma voe muioc’h-mui a voraerien saoz o veajiñ pell, ar pezh a lakaas ar Saozon da anavout ar peurrest eus ar bed ha da glask lakaat o c’hrabanoù war douaroù en tu all d’ar mor. Dindan he ren ivez e krogas kenwerzh ar sklaved : gant ar rouanez e voe roet aotre d’ar moraer John Hawkins, adalek 1562, d’ober kenwerzh gant an trevadennoù spagnol en Amerika ha da gas di morianed eus Afrika evit o gwerzhañ evel sklaved.

 
Ar rouanez Elesbed Iañ.

Peoc'h a voe e-pad ren Elesbed Iañ, paneve un emsavadeg gant uhelidi gatolik eus hanternoz Bro-Saoz e 1569. Bec'h he doa avat gant Rouantelezh Spagn. Helebini ha paravi a oa etre an div vro evit astenn o galloud, ken en Europa ken en Amerika. Brezel a voe etrezo eus 1585 betek 1604. Klask a reas Spagnoliz aloubiñ Bro-Saoz gant bigi Armada Spagn, e 1588, ha roet e voe lamm dezho gant ar Saozon. Trec'het e voe ar re-se avat en emgannoù all war-lerc'h hag un tamm skoazell a roas Spagn da gatoliked Iwerzhon ivez. Bloaz goude marv Elesbed e voe sinet Feur-emglev Londrez a lakae fin d’ar brezel.

Tiegezh Stuart hag ar Brezel Diabarzh

kemmañ

Elesbed n’he doa bugel ebet. Pa varvas ez eas kurunenn Bro-Saoz da Jakez VI, roue Bro-Skos, mab d’he c’henitervez Mari Stuart. Roue Bro-Skos ha Bro-Saoz e voe Jakez neuze, gant an anvioù Jakez Iañ e Bro-Saoz ha Jakez VI e Bro-Skos. Evit ar wech kentañ e oa unanet an div vro, daoust ma oant meret evel div vro distag.

 
Kartenn an douaroù e dalc’h ar Roueelourien (ruz) hag ar Barlamanterien (gwer) e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz (1642–1645).

Kregiñ a reas Brezel Diabarzh Bro-Saoz e 1642 abalamour, dreist-holl, d’an dizemglev a oa etre mab Jakez Iañ, Charlez Iañ, hag ar Barlamanterien. Faezhet e voe arme ar roue gant an New Model Army (arme ar Parlamant) en Emgann Naseby e miz Mezheven 1645. Paket e voe Charlez Iañ gant ar Barlamanterien, barnet e voe ha kondaonet d’ar marv. Dibennet e voe d’an 30 a viz Genver 1649 e Londrez, dirak Palez Whitehall. Savet e voe ur republik ha dont a reas Oliver Cromwell da vezañ Lord Protector (Diwaller meur) e 1653. Goude e varv e 1658 e voe lakaet e vab, Richard Cromwell, da Ziwaller meur ivez, met dilezel a reas e garg buan a-walc’h. E 1660 e voe adlakaet ur roue e penn ar vro, Charlez II.

Dindan ren Charlez II e kendalc’has an impalaeriezh trevadennel saoz d’en em astenn. Trevadennerien saoz diazezet e Barbados a ya d’en em staliañ e Jamaika hag e Carolina, war aod Norzhamerika. Muioc’h-mui a sklaved a vez prenet ganto da labourat an douar ha kreskiñ a ra ar morianeta er bloavezhioù 1670 ha 1680.

E 1665 e voe skoet Londrez gant ur poread bosenn hag e 1666 e voe distrujet ul lodenn vras eus kêr gant un tan-gwall bras hag a badas pemp devezh.

Goude marv Charlez II e 1685 e sav e vreur Jakez war an tron, evel Jakez II e Bro-Saoz ha Jakez VII e Bro-Skos. Hogen katolik e oa ha skarzhet e voe eus ar vro. Goude ar Reveulzi Klodus e voe diroueet Jakez ha kemeret e blas, e 1689, gant gwaz ha kenderv e verc’h, Mari II, ar priñs William, ur Protestant genidik eus an Izelvroioù. E Bro-Skos hag en Iwerzhon avat ne oa ket laouen ar Gatoliked. Feal e chomjont d’ar roue Jakez II ha klask a rejont en em gannañ evitañ. Goude ar Reveulzi Klodus e voe e-leizh a Gatoliked, lesanvet Jakobited dre ma savent a-du gant ar roue Jakez, o tec’hout d’an douar-bras, Iwerzhoniz, Saozon ha Skosiz[1]. Daoust ma voe trec’het William en Emgann ar stêr Bóinn e 1690, e voe meur a emsavadeg "jakobit" all, etre 1688 ha 1746, betek Emgann Culloden, ma voe faezhet da vat Charles Edward Stuart, mab-bihan da Jakez II, e 1746.

Gant Akta Unaniñ 1707 e voe unanet da vat rouantelezh Bro-Skos ha hini Bro-Saoz en ur vro hepken, Rouantelezh Breizh-Veur.

Goude 1707

kemmañ
Pennad dre ar munud: s.o. Istor ar Rouantelezh Unanet

Ul lodenn eus ar Rouantelezh Unanet eo Bro-Saoz goude-se, Rouantelezh Breizh-Veur da gentañ, ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon goude 1801. Unanet e voe Iwerzhon ha Breizh-Veur e 1801, dre un Akta Unaniñ all. Londrez, kêr-benn Bro-Saoz, e oa kêr-benn Breizh-Veur ha hini ar Rouantelezh Unanet.

Notennoù

kemmañ
  1. Sellet da skouer ouzh “Immigrés irlandais au XVIIe siècle en Bretagne”, Éamon Ó Ciosáin & Alain Le Noac’h, Skol-Uhel ar Vro

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwelet ivez

kemmañ