Charlez II (Bro-Saoz)

(Adkaset eus Charlez II Bro-Saoz)

Charles II (8 Mezheven 1630 – 16 C’hwevrer 1685) a oa roue Bro-Skos eus 1649 da 1651, ha roue Bro-Skos, Bro-Saoz hag Iwerzhon eus 1660 betek e varv e 1685.

Charlez II (Bro-Saoz)
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles II Kemmañ
Anv-bihanCharles Kemmañ
Anv-familhStuart Kemmañ
Titl noblañsDuke of Cornwall, roue Bro-Saoz, monarch of Scotland, King of Ireland Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Mae 1630 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
Deiziad ar marv6 C'hwe 1685 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhabati Westminster Kemmañ
TadCharlez Iañ Kemmañ
MammHenriette Bro-C'hall Kemmañ
PriedCatarina Bragança Kemmañ
FamilhTiegezh Stuart Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, slave trader, penndiern, art collector, monark Kemmañ
Kargroue Bro-Saoz, monarch of Scotland, King of Ireland Kemmañ
Lec'h labourLondrez, Brugge, Brusel, Den Haag, Londrez Kemmañ
RelijionIliz anglikan, Katoligiezh Kemmañ
Ezel eusRoyal Society Kemmañ
Bet erlec'hiet gantJakez II Kemmañ
Erlec'hiañ a raCharlez Iañ Kemmañ
Prizioù resevetezel eus ar Royal Society, Knight of the Garter Kemmañ
Deskrivet dreKing Charles II and Colonel William Carlos (Careless) in the Royal Oak, King Charles II, King Charles II (1630-1685), King Charles II (1630-1685) in Garter Robes, Portrait Of Prince Charles Kemmañ
Poltred ar roue Charlez II gant John Michael Wright

Mab e oa da Charlez I Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon and Henriette Marie Bro-C'hall. Goude ma voe dibennet Charlez I e Londrez, d’an 30 a viz Genver 1649, pa oa Brezel Diabarzh Bro-Saoz oc’h ober e reuz, e voe embannet gant Parlamant Bro-Skos e teue Charlez II da vout roue, d’ar 5 a viz C’hwevrer 1649. Met e Bro-Saoz e oa neuze un doare republik anvet Commonwealth of England, renet gant Oliver Cromwell. Trec’het e voe Charlez II gant Cromwell en Emgann Worcester d’an 3 a viz Gwengolo 1651, ha tec’hel a reas Charles II da zouar-bras Europa. Ha dont a reas Cromwell da vezañ e penn Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. Chom a reas Charlez II en harlu e-pad nav bloaz, e Bro-C'hall, er Proviñsoù Unanet hag en Izelvroioù spagnol. Goude marv Cromwell e 1658 e voe adsavet ar rouantelezh ha pedet e voe Charlez II da zistreiñ da Vro-Saoz. D’an 29 a viz Mae 1660, an deiz ma oa 30 vloaz, e erruas e Londrez ma voe graet un degemer c’hwek dezhañ. Diwar neuze e voe graet en holl skridoù ofisiel evel pa vije pignet war an tron diouzhtu war-lerc’h e dad adalek 1649.

Gant ar Parlamant e voe embannet un heuliad lezennoù anvet kod Clarendon evit lakaat an Iliz anglikan da iliz ofisiel nemeti er vro. Asantiñ a reas Charlez II da gement-se daoust ma save-eñ a-du gant an tolerantouriezh. Dindan e ren e c’hoarvezas an Eil hag an Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù. E 1670 e voe sinet un emglev kuzh, Feur-emglev Dover, etre Charlez II hag e genderv, ar roue gall Loeiz XIV. Ar roue gall a roe e c’her da skoazellañ ar Saozon en Trede Brezel-se gant ma trofe Charlez ouzh ar gatoligiezh en-dro en amzer da zont. Klask a reas Charlez II degas frankiz relijiel d’ar gatoliked ha d’ar brotestanted e 1672, met ar Parlamant a nac’has votiñ an destenn kinniget gantañ. E 1679 e tisklêrias ar beleg anglikan Titus Oates e oa riskl da gaout un "irienn babel", abalamour ma oa katolik breur ar roue. Kement-se a lakaas tabut da sevel er Parlamant etre ar gostezenn Whig a c’houlenne ne c’hallje ket ur c’hatolik mont da roue hag ar gostezenn Tory a oa a-enep ar soñj-se. Charlez II a savas a-du gant an Doried, ha pa voe dizoloet, e 1683, Irienn Rye House da lazhañ Charlez hag e vreur Jakez, e voe harzet ha lakaet d’ar marv lod eus ar renerien Whig, tra ma voe lod all o vont d’an harlu. Divodet e voe ar Parlamant gant ar roue Charlez II e 1681 ha ren a reas e-unan betek e varv e 1685. Distreiñ a reas Charlez davet ar gatoligiezh da nozvezh diwezhañ e vuhez.

Lesanvet eo bet Merry Monarch (ar roue laouen), abalamour d’al laouenidigezh a rene en e lez, war-lerc’h strizhder ren Cromwell. Daoust m’en devoe meur a vugel digant e vestrezed n’en devoe hini ebet digant e bried reizh Catarina Bragança. War e lerc’h neuze e pignas e vreur Jakez war an tron.