Catarina Bragança
Catarina Henriqueta de Bragança (Vila Viçosa 1638 — Lisboa, 1705) a oa Infantez Portugal, goude Priñsez Beira, ha rouanez kenseurtez Bro-Saoz ha Skos dre he dimeziñ d'ar roue saoz Charlez II Stuart .

Merc'h e oa Catarina de Bragança da João IV, roue Portugal, eus an Tiegezh Bragança, ha d'e bried Luísa de Gusmão, rouanez Portugal. Goude marv he c'hoar goshoc'h, Joana, a oa Priñsez Beira, e voe roet an titl dezhi. He daou vreur, Afonso VI ha Pedro II, a voe rouaned Portugal.