Arabat eo droukveskañ gant Thomas Cromwell.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Oliver Cromwell, bet ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1599, marvet d'an 3 a viz Gwengolo 1658.

Oliver Cromwell
Korf-bras Oliver Cromwell, 1762
gant Joseph Wilton (1722-1803)
Ganedigezh 25 a viz Ebrel 1599
Huntingdon, Huntingdonshire
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv 3 a viz Gwengolo 1658
Whitehall, London
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Broadelezh  Saoz
Alma mater Sidney Sussex College
Cambridge
Oberererezh
Micher Feurmer
Ofiser el lu
Dilennad er Parlamant
Kargoù milourel
Koronal (1643-44)
Letanant-Jeneral ar C'hezeg (1644-45)
Letanant-Jeneral ar Marc'hegezh (1645-46)
Kargoù politikel
Dilennad er Parlamant evit Huntington
  (1628-1629)
Dilennad er Parlamant evit Cambridge
  (1640-1649)
1st Lord Protector of the Commonwealth
of England, Scotland & Ireland
  (1653-1658)
Oliver Cromwell,
livet gant Gaspar de Crayer.

Milour, politikour ha penn-Stad saoz. Bez e oa un soudard saoz hag ur sturier politikel. Lord gwarezer ar C'hommonwealth Saoz, Skos hag Iwerzhon.

Ganet er vouc'hizelez krenn, daoust dezhañ disken eus c'hoar ar roue Henry VIII, ar ministr Thomas Cromwell, hogen kevrinus e chomas a-walc'h, 40 bloavez kentañ e vuhez.

Goude un herrad a enklask relijiel personel, e troas evit ar feiz Puritan dizalc'h e 1630, hag ec'h emdroas e soñj, e-ser asantiñ digemerout pep sekten Protestan, er vro. Krediñ a rae start edo doue o heñchañ e drec'hiou pa c'honeze un emgan. Dilenet e voe ezel ar Parlamant evit Huntingdon e 1628 hag evit Cambridge gant ar Parlamant „berbad“ hag „hir“ (1640-1649). Kroget eo ar brezel diabarz saoz hag edo deus tu ar "Roundheads" pe Parlamantarianed. Lezanvet "Old Ironsides", pignat trumm a reas a renk, eus levier ur strollad marc'hegerien da sturier an arme nevez, o kemer ur perzh a-bouez evit faezañ an nerzhiou royalist.

Dibabet e voe evit ren un argad saoz en iwerzhon e 1649-50. Armeou Cromwell a faezhas ar re gevreded hag ar Rouelourien en iwerzhon hag a ac'hubas ar vro, hag mougañ ar reveulziig: brezel an iwerzhoniz kevreded. E kerz ar maread-se, ur c'hementad Lezenou kastizañ a voe mouezhiet a-enep an dud romaned-katolik, ur bihan niver anezho o vezañ Saoz pe Skosad hogen ar brasañ niver o vezañ en Iwerzhon, eveljust. Ur c'hementad a bouez eus o douarou hag o bro a voe laeret diganto, piaouet int bet ganto koa... Cromwell en deus etretan kaset a-benn un argad enep arme Skosaad e 1650-51.

D'an 20 a viz Ebrel 1653 e voe skarzet gantañ izili ar Rump Parliament dre nerzh, evit seveniñ bodad lezanvet ar Barebone Parlamant, a-raok bezañ bet pedet gant e vignoned- sturierien evit bezañ anvet da ren: e gizh lord Protector evit bro Saoz, Kembre, Skos hag Iwerzhon. E giz rener e sevenas ur bolitikerez diavaez taer hag efedus evit difen interestou ar saozon. Pa varvas e 1658, e voe douaret en abati Westminster. Hogen pa voe distroet ar rouelourrien d'ar galoud e 1660 e tizouarjont e gorf, e stagjont anezhañ ouzh chadennou hag e tibenjont anezhañ, ar c'horf esker, ananat.

Cromwell a zo unan eus tudennou buruteletañ en istor an inizi Breizhveuriad, lakaet da diktatour regicid (rouelaz) gant istorourien evel David Sharp, un diktatour soudardel evit Churchill, met un aroz a frankiz evit John Milton, Thomas Carlyle ha Samuel Rawson, hag ivez ur reveulsiour evit ar renkadou evit Leon Trotsky. Kerz ur sontadeg e 2002 aozet gant ar BBC e voe dibabet Kromwell en top 10 brasañ Briton a holl viskoaz. Koulzkoude e oberereziou enep katoliked e Skos hag en Iwerzhon a zo bet merket e giz genosidour, hag en Iwerzhon dreist holl e vez burutelet taer en deiz a iziv c'hoazh.