Brezel diabarzh Bro-Saoz

Brezel Diabarzh Bro-Saoz a reer eus an heuliad emgannoù a c'hoarvezas etre 1642 ha 1651, etre ar Barlamanterien (lesanvet Roundheads, pennoù ront) hag ar Roueelourien (lesanvet Cavaliers, marc'hegerien) da c'houzout penaos e vije renet gouarnamant Bro-Saoz. C'hoarvezout a reas ar brezel diabarzh abalamour d'an dizemglev etre ar roue Charlez I hag ar Parlamant, diwar-benn gwirioù ar roue dreist-holl.

Trec'h arme ar Barlamanterien war hini ar Roueelourien en emgann Naseby d'ar 14 a viz Mezheven 1645.
Kartennoù eus an dachenn dalc'het gant ar roueelourien (ruz) hag ar barlamantourien (glas), 1642–1645

Er brezel kentañ (1642–1646) hag en eil (1648–1649) e voe emgannoù etre aduidi ar roue Charlez I ha re ar Parlamant ; hag en trede brezel (1649–1651) e voe emgannoù etre aduidi ar roue Charlez II ha re ar Parlamant. Echuet e voe ar brezelioù-se gant trec'h ar Barlamanterien war ar Roueelourien en emgann Worcester d'an 3 a viz Gwengolo 1651.

Tri disoc'h a voe d'ar Brezel Diabarzh : ar roue Charlez I a voe barnet ha lakaet d'ar marv e 1649 ; mont a reas e vab, Charles II, d'an harlu e 1651 ; ha lakaet e voe fin d'ar rouantelezh e Bro-Saoz, pa voe kemeret he lec'h gant Commonwealth of England da gentañ (1649–1653), ha gant ar Protectorate (gwarezvro) da c'houde, renet gant Oliver Cromwell (1653–1658) hag e vab Richard war-lerc'h (1658–1659). Gant ar Brezel Diabarzh ivez e teuas un dra war wel : hiviziken e c'hallje ket ar roue ren e-unan, hep asant ar parlamant. Kement-se a voe lakaet splannoc'h c'hoazh un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h gant an Eil Dispac'h Saoz (an "Dispac'h Glorius") e 1688, hag a ziazezas da vat ar Vonarkiezh vonreizhel.

Oliver Cromwell

Sellet a reer ouzh Brezel Diabarzh Bro-Saoz alies evel ul lodenn eus an heuliad brezelioù a anver Brezelioù an Teir Rouantelezh, asambles gant Brezel Diabarzh Bro-Skos (1644–1645) ha Brezel Kengevread Iwerzhon (1642–1649). Evit Kembre, ne oa d'ar c'houlz-se nemet ul lodenn eus rouantelezh Bro-Saoz, pa oa bet lakaet enni gant Lezennoù Unaniñ 1535 ha 1542.

Kentañ Brezel Dibarzh Bro-Saoz

kemmañ

Emgannoù a voe etre 1642 ha 1646, etre an div gostezenn. An emgannoù pennañ e vo Emgann Edgehill, Emgann Marston Moor hag Emgann Naseby. Flastret e voe arme ar roue gant ar Barlamanterien e Naseby ha Langport. Tec'hout a reas ar roue da glask repu gant an arme skosat e Southwell, e Nottinghamshire e miz Mae 1646. Roet e voe ar roue dar nerzhioù ar Parlamant gant an arme skosat ha toullbac'het e voe. Echu e oa gant ar brezel kentañ.

Eil Brezel Dibarzh Bro-Saoz

kemmañ

Dizemglev a oa c'hoarzh etre ar Parlamant hag ar roue bac'het. Pa glaskas hemañ ober emglev gant Skosiz da adpignat war an tron e tarzhas ar brezel en-dro. Trec'h e voe soudarded Cromwell war an emsavidi a-du gant ar roue, e Kembre, ha trec'h e voent ivez war an arme skosat en emgann Preston (Eost 1648). Barnet e voe ar roue, kondaonet e voe d'ar marv ha dibennet e voe d'an 30 a viz Genver 1649.

Trede Brezel Dibarzh Bro-Saoz

kemmañ

Tarzhañ a reas ar brezel adarre etre aduidi Charlez II, mab da Charlez I, hag ar Barlamanterien. Trec'h e voe nerzhioù ar Parlamant en Emgann Worcester (3 a viz Gwengolo 1651). Tec'hout a reas Charles II da Vro-C'hall ha daoust ma kendalc'has tammoù emgannoù bihan en Iwerzhon, e Bro-Skos hag en Inizi angl-ha-norman, edo ar galloud hiviziken gant ar Parlamant.

Goude marv Cromwell, d'an 3 a viz Gwengolo 1658, avat, ez eas galloud ar Republik war ziskar. Kemeret e voe e lec'h e penn ar vro gant e vab, Richard Cromwell. Met ar mab, anvet er post-se gant e dad, ne voe ket evit derc'hel d'ar stur e-pad pell hag an arme n'he doa ket fiziañs ennañ. Bodet e voe ar Parlamant gant ar jeneral George Monck, ha votiñ a reas ar barlamanterien da adsevel ar rouantelezh, e 1660. Neuze e teuas Charles II eus an harlu en-dro, e miz Mae 1660, hag adlakaet e voe da roue.