Angled-ha-Saozon a reer eus hollad ar pobloù german a reas o annez e kreisteiz ha reter Enez Vreizh adalek ar Vvet kantved, o kemer lec'h ar pobloù kelt a oa eno. Un anv nevez a-walc'h eo "Angled- ha-Saozon", hag a vez implijet bremañ evit o diskrivañ, met ne veze ket implijet ganto o-unan.

Pobloù Enez Vreizh war-dro ar bloavezh 600 : Kelted er c'hornôg, Angled-ha-Saozon er reter

Meur a bobl a oa en o zouez, evel ar Saksoned, an Angled hag ar Juted. Da gentañ e voe savet rouantelezhioù bihan distag ganto, diwar-goust ar rouantelezhioù keltiek o devoa diskaret en enezenn. Ar re c'halloudusañ anezho e oa Deira, Mercia ha Wessex. Emgannoù ha brezelioù a voe renet gant ar rouantelezhioù angl-ha-saoz-se a-enep Kelted an Hen Ogledd (rouantelezhioù Rheged, Manaw Gododdin, Elmet hag Ystrad Clud), hag a-enep tud Kernev-Veur ha Kembre diwezhatoc'h, er c'hornôg. En em gannañ kenetrezo a rejont ivez, an eil o klask sujañ eben. Rouantelezh Wessex a zeuas a-benn da gemer he c’hreñv war Mercia, en 825, hag anavezet e voe Alfred Veur da roue war Bro-Saoz a-bezh.

Fiñvoù an Angled-ha-Saozon hervez Bede, skrivet eo bet 300 goude an darvoudoù. Prouennoù arkeologel a zo a ziskouez e teue an alouberien eus meur a lec'h eus ar c'hevandir

Relijion

kemmañ

Paganed e oa an Angled-ha-Saozon pa errujont en Enez Vreizh. Troet e voent da gristenien gant sant Aogustin, eskob Canterbury, kaset da Vro-Saoz gant ar pab Gregor Iañ e 596.

An hensaozneg (pe angl-ha-saozneg) e oa o yezh. Beowulf eo an oberenn anavezetañ eus al lennegezh hensaoznek.

Liammoù diavaez

kemmañ