Beowulf (distaget [ˈbeɪ.ɵwʊlf] e saozneg a-vremañ ; [ˈbeːo̯wʊlf] pe [ˈbeːəwʊlf] moarvat en hensaozneg) zo ur meurgan hensaoznek 3 182 a werzennoù kenganezel ennañ[1]. An hini koshañ eo eus ar skridoù hensaoznek a zo deuet betek ennomp ha, dre-se, ar varzhoneg koshañ el lennegezh saoznek.

Beowulf
Meurgan
Rann eusNowell Codex Kemmañ
Deiziad krouiñtalvoud dianav Kemmañ
TitlBeowulf, Bēowulf Kemmañ
Treuzskrivadur APIbeɪoʊ-wʊlf Kemmañ
Anvet diwarBeowulf Kemmañ
Tachennheroic poetry, Meurgan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvhensaozneg Kemmañ
Set in periodtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h an istorSkandinavia Kemmañ
PennlinennHwæt! wē Gār-Dena ⁠in gēar-dagum Kemmañ
Last linelēodum līðost, ond lof-geornost. Kemmañ
Full work available at URLhttp://norroen.info/src/other/beowulf/beowulf.html Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourdomani foran Kemmañ
Pajenn gentañ dornskrid Beowulf

Enklasket ez eus bet heñvelegezhioù en Europa : Saga Grettir en Island, Hrólfr Kraki e Danmark hag e Skandinavia, ar vojenn etrebroadel Mab an Arzh a gaver tremen 200 doare anezhi en Europa[2], hag istor iwerzhonat The Hand and the Child ("An dorn hag ar bugel")[3].

Ur skouerenn hepken eus ar varzhoneg zo deuet betek ennomp ; un darn eus an dornskrid a zo bet anvet Nowell Codex eo, a zo eil dornskrid al levr keinet anvet Cotton MS Vitellius A XV hervez rummatadur e berc'henn, Sir Robert Cotton (1571-1631)[4]. Er British Library emañ abaoe kreiz an XVIIIvet kantved.

An dornskrid

kemmañ
  • Orin

Un dornskrid hepken zo deuet betek ennomp, skrivet gant liv du war follennoù parch 18,5 x 24,5 cm o ment[5]. N'eus titl ebet d'ar varzhoneg, anvet eo bet war-lerc'h an haroz.

Aozet e voe an dornskrid e Bro-Saoz etre 975 ha 1025[6], eleze e-kerzh amzer renoù 5 roue Bro-Saoz : kentañ ren Æthelred II (978-1013), a veze o vrezeliñ ouzh Daniz ; Svend Tveskæg (1013-1014) ; eil ren Æthelred II (1014-1016 ; Ēadmund II (1016) ; deroù ren Knut Meur (1016-1035).

Un eilskrid eo eus labour ur barzh dianav a skrivas e-tro ar bloaz 730 moarvat, a-raok ar bloaz 800 hep mar ebet.[7].

E-pad kantvedoù ne voe ket taolet nemeur a evezh ouzh ar skrid-se. E 1702, pa varvas Sir John Cotton a oa bet perc'henn warnañ goude e dad-kozh Sir Robert Cotton, e voe roet an Novell Codex da Gurunenn Bro-Saoz. Mazaouet e voe an dornskrid e-kerzh un tan-gwall a c'hoarvezas e 1731 en Ashburnham House, ur rann eus Westminster School e London, m'edo an dornskridoù krennamzerel a oa bet dastumet gant Sir Robert Cotton ; suilhet e voe marzhoù Nowell Codex, ha lod eus ar skrid zo bet kollet[8]. N’eo nemet e dibenn an XVIIIvet kantved e voe studiet gant ul lenneg danat a orin islandat, Grímur Jónsson Thorkelin (1752-1829). Meur a droidigezh e meur a yezh a voe goude kavadenn Thorkelin er British Museum.

Niverelaet eo bet Cotton MS Vitellius A XV gant ar gouizieg stadunanat Kevin Kiernan evit ar British Library ; gant kilc'houlaouiñ dre wienn optikel ha gouloù uslimestra e reas evit adkavout ar pezh a oa bet kollet dre ar c'heinañ, diverket pe kuzhet gant tarchoù liv.[9][10]

  • Skrid

Rannyezh saksoneg kornôgel diwezhat an hensaozneg eo yezh an darn vrasañ eus Beowulf, met ur c'hemmesk meur a rannyezh all a zo enni : re Anglia, Kent, Mercia, Northumbria ha stummoù rannyezh saksoneg kornôgel abred. Kement-se a laka da soñjal ez eo hir ha kemplezhek istor treuzkas ar varzhoneg dre Vro-Saoz.

Daou zorn a dreuzskrivas Beowulf : an den kentañ a labouras betek chom er pennad XXVIII, e kreiz ur werzenn, el linenn 1939 (þæt hit sceaðen-mǣ, trede linenn ar c'hinenebenn 175v) ; mat e verzer ar c'hemm er skritur[11]. Pa skrivas an den kentañ e saksoneg ar c'hornôg a-hed e labour, an eil skriver a hañval bezañ bet laskoc'h en e labour betek diwezh ar varzhoneg, ma implijas stummoù hen ; laoskoc'h ne oa ket avat : p'en devoa klasket ar skriver kentañ lakaat ar skrid orin en ur yezh unvan, an eil zo chomet feal dezhañ — eilskrivet en deus pezh a oa dirak e zaoulagad[12]

Kalzik fazioù zo chomet en anvioù an tudennoù en daoust da siriusted labour an daou zen[13]

Kenarroud istorel

kemmañ

A-hed an darn vuiañ eus ar VIvet kantved e c'hoarvez darvoudoù ar varzhoneg, ha n'eus tudenn saoz ebet enni. Goulakaet ez eus bet e voe aozet er VIIvet kantved e Rendlesham e Suffolk, East Anglia, peogwir ez eo liammet start bered bigi krennamzerel Sutton Hoo ouzh Skandinavia, ha peogwir e c'hall lignez real East Anglia, ar re Wuffinga, bezañ diskennidi eus ar re Wulfinga a oa Gaouted[14]. Kinniget ez eus bet ivez liammañ Beowulf ouzh lez ar ri saoz Ælfred the Great (849-899), pe ouzh hini Knut II, a renas o-daou war Vro-Saoz[15], met arabat eo droukveskañ aozadur ar skrid (795-1025, betek amzer Knut II) hag aozadur ar varzhoneg (kent 800, a-raok ren Ælfred the Great).

Elfennoù faltaziek, mojennel, gwengelek hag istorel zo er varzhoneg. Pa ne gaver meneg ebet eus an haroz e nep dornskrid angl-ha-saoz all[16], meur a dudenn hag a zarvoudoù a gaver e mojennoù Skandinavia[17] ; roudoù tudennoù istorel o deus bevet er VIvet kantved zo e Beowulf, evel ar ri Hroðgar, ar c'hlann danat Scylding hag Offa, ri an Angled.

Danvez

kemmañ
 
Ar pobloù a zo meneget e Beowulf

E Skandinavia pagan ar VIvet kantved e c'hoarvez an istor. Ur Gaout eo an haroz, Beowulf, a ya da sikour Hrothgar, ri Daniz, pan eo bet arsailhet e balez en Heorot gant an euzhvil Grendel. Goude lazhet Grendel gant Beowulf gant e zaouarn noazh e teu mamm an euzhvil da arsailhañ ar palez d'he zro kent bezañ lazhet ivez gant Beowulf a-drugarez d'ur c'hleze a gav en he ched. Goude e drec'hioù e tistro Beowulf d'e vro, m'eo lakaet da ri ar C'haouted.

Hanter-kant vloaz diwezhatoc'h ez eo spontet e vro gant an aerouant e oa bet laeret darn eus e deñzor a oa en ur grugell-vez. Gant harp e wazed ec'h arsailh Beowulf an aerouant, en aner avat. Ha Beowulf neuze ha divizout mont war roudoù an euzhvil betek e ched en Earnanæs[18], met un den hepken a gred mont gantañ : e gar svedat Wiglaf. Lazhet an aerouant gant Beowulf en diwezh, met gloazet d'ar marv eo er gad.

Goude e dremenvan ez eo devet e gorf gant e heul, a sav un tour en e goun war ur beg-douar.

Ur vojenn veur eo Beowulf neuze, pan eo istor un haroz a veaj da bellvro evit prouiñ e nerzh e troioù-kaer a hañval bezañ re vras evit un den enep drouksperedoù dreistnaturel hag euzhviled braouac'hus. A-greiz-holl e krog ar varzhoneg, evel mojennoù meur an Henamzer :

Hwæt! Wē Gār-Dena in geār-dagum
þēod-cyninga þrym gefrūnon,
hū þā æðelingas ellen fremedon.

Lo! Praise of the prowess of people-kings
of spear-armed Danes, in days long sped,
we have heard, and what honor the athelings won!

Selaou! Meulomp kurioù rouaned ar bobl
danat armet gant goafioù, en deizioù aet da get a-werso,
klevet hon eus, ha pe enor zo bet gounezet gant ar vaeled !

E deroù ar varzhoneg ec'h erru Beowulf, hogen a-greiz arsailhadennoù Grendel. Deskrivet eo istor ha lignez tudennoù, koulz hag o darempredoù gant tudennoù all, an dleoù o deus kemeret hag ar re o deus paeet, o oberoù-kaer. Feal ha leal e chom breuriezh ar gadourien e-keñver o aotrou. Obidoù zo e deroù Beowulf, re Scyld Scefing, hag en he diwezh ivez : re Beowulf e-unan.

Frammet-start eo ar varzhoneg. An istorour iwerzhonat E. Carrigan en deus dikouezet ar framm-se, en ur verkañ abadennoù a zo kenstur etre penn ha dibenn an istor[19] :

Alies e tistro ar varzhoneg diouzh an istor pennañ. Lod gouizieien, da-heul an enklasker suis Adrien Bonjour e 1950, a lavar e c'heller displegañ an diskerzhioù-se evel raklavaroù pe geñveriadennoù hag a denn da elfennoù eus an istor pennañ end-eeun[20]. An diskerzhioù-se a zegas un donder istorel d'an istor ; J. R. R. Tolkien a implijas Beowulf ha meur a oberenn all (Sir Gawain and the Green Knight en o zouez), evit sevel The Lord of the Rings ; da skouer diwar al linenn I-112 : eotenas and ylfe and orcnēas, "ettened hag elfed hag orked" ; abadenn an aerouant e oa bet laeret darn eus e deñzor a gaver en An Hobbit ivez[21].

Gwerzadurezh

kemmañ

Hervez reolennoù ar varzhoniezh angl-ha-saoz e voe aozet Beowulf. Skrivet eo eus an eil marzh d'egile ken e kreder ez eo e komz-plaen ; n'eus ket a glotennoù e dibenn ar gwerzennoù, abalamour da zoare hengounel da sevel ur varzhoneg d'ar mare-se : gwerzennoù kenganezel int, hag en ur stumm dibar a ro tro da zisrannañ pep gwerzenn diouzh ar re all en dornsrid.

Pep gwerzenn zo troc'het e div hanterenn, kleiz (A) ha dehoù (B) dre un dambaouez ; n'eus ket un niver resis a silabennoù dre werzenn ; soniadoù en A a adkaver e B ; lod silabennoù zo pouezmouezhiet kreñv, lod n'int ket, ar pezh a ziskouez e veze dibunet ar varzhoneg dre c'henoù ; setu amañ linennoù 4-6 Beowulf, man eo anat ar genganez :

Oft Scyld Scēfing sceaðena þrēatum,
monegum mǣgðum meodo-setla oftēah.
  • Arabat eo droukveskañ ar reizhiad kenganezel gant klotennoù-diabarzh ar varzhoniezh kembraek ha brezhonek avat[22].

Estreget kenganez zo e Beowulf ; setu amañ ar perzhioù pennañ.

Kenstrolladoù
Paot-tre e oa ar c'henstrolladoù er varzhoniezh hensaoznek, eleze gerioù goveliet diwar strollañ daou c'her all : e linenn A gentañ Beowulf end-eeun e lenner Gār-Dena "Goaf-Daniz" (Daniz armet gant goafioù), a voe goveliet moarvat evit klotañ gant geār-dagum en hanterenn B.
Kenningar
Kenning (islandeg ; kenningar el liester) zo erlerc'hiañ ur bomm skeudennek ouzh ur ger, evel "safar ar c'hlezeier" e-lec'h "brezel" e Skáldskaparmál, "Yezh ar varzhoniezh" gant Snorri Sturluson (XIIIvet kantved) ; rodores candel "goulaouenn an oabl" (an Heol) zo el linenn XXIII-1 572.
Troiennoù
Troiennoù boutin da veur a varzhoneg hensaoznek a gaver e Beowulf ivez, evit sevel hanter linennoù : gomban gyldan ("paeañ un truaj", linenn 11), folce tō frōfre "frealziñ ar bobl", linenn 14), hag all betek diwezh an oberenn.
Adstummoù
Alies e vez adlavaret un dra bennak gant gerioù disheñvel, evel el linnenoù XXI-1 409-1 140 : stēap stān-hliðo,  stīge nearwe, / enge ān-paðas, un-cūð gelād ([...] "hentoù strizh" / "hentoù enk" [...]). Pouezus e oa an adstummoù-se peogwir ne veze ket lennet barzhonegoù, selaouet e vezent, neuze ne c'helled ket chom a-sav evit kompren enno, alese an adlavaroù evit ma ne vefe ket kollet red an istor. Teir gwezh emañ kontet donedigezh Grendel da gastell Heorot etre al linennoù X-702B (Cōm on wanre niht "Dont en noz du") hag XI-727B (lēoht unfǣger. "evel ur flammenn").

Skignadur

kemmañ
An hengoun dre c'henoù

Da vare aozadur Beowulf e veze dibunet barzhonegoù hensaoznek gant barzhed anvet scops ("barzhed" en hensaozneg[23]) a veze stag ouzh ul lez ; alies e tibunent barzhonegoù a oa anavezet mat gant o selaouerien ha selaouerezed, met lod a aoze o barzhonegoù dezho.[24] Arz unan anezho zo meneget e Beowulf end-eeun, er rann XIII (Celebration at Heorot) el linennoù 867-874. Pelloc'h, er rann XVI (Song of Hrothgar's poet) el linennoù 1 065-1 068, emañ meneget scop Hrothgar (Hrōðgāres scop) o tibunañ un istor en ur seniñ un delenn.

Rendael zo bet evit gouzout ha dre gomz e oa bet treuzkaset istor Beowulf a rumm da rumm, pezh en devije degaset kemmoù er vojenn : mard eo bet aozet ar varzhoneg en amzerioù pagan ez eo pagan an istor, ha diwezhatoc'h ez eo bet ouzhpennet elfennoù kristen ; mard eo bet aozet diwezhatoc'h gant ur c'hristen e c'hellfe an elfennoù pagan bezañ bet ouzhpennet evit reiñ ul liv pagan d'an istor. Lod gouizieien a chom etre an daou savboent. Diarvar pe dost bremañ eo e voe aozet Beowulf dre gomz kent bezañ lakaet war barch.

Embannadurioù

Kentañ gwech ma voe treuzskrivet Beowulf e oa e 1786 gant Grimur Jónsson Thorkelin evit gouarnamant Danmark ; diwar e c'houlenn e voe graet un treuzskrivadur all gant un eilskriver a-vicher na ouie tamm hensaozneg ebet, gant ar spi ma treuzskrivfe dres ar pezh a oa dirak e zaoulagad, peadra da lakaat an daou zoare keñver-ha-keñver evit an difaziañ. Talvoudus-kenañ eo bet labour an daou zen-se peogwir e kendalc'he an dornskrid da ziskolpañ gant an amzer o tremen.

Troidigezhioù
 
Un droidigezh saoznek e 1895

E latin e voe ar c'hentañ troidigezh eus Beowulf, graet gant Thorkelin hag embannet 1815.

Lod gwerzennoù a voe lakaet e saozneg a-vremañ e 1805, ha nav zroidigezh klok a voe graet en XIXvet kantved. Kantadoù a droidigezhioù a voe goude 1900 betek 2022, klok pe ziglok, e komz-plaen, e gwerzennoù klotennet, e gwerzennoù kenganezel, en ur stumm etre komz-plaen ha gwerzennoù ; lod a chom tost a-walc'h d'ar skrid, lod a glask bezañ koshoc'h egetañ, lod a glask e "zifaziañ". Dic'hallus sevel ul listenn anezho. A-douez kement ez eus 70 a vez lakaet da bouezusoc'h eget ar re all e metoù ar ouizieien, e 18 yezh betek-henn ; 53 zo bet lakaet e saozneg a-vremañ etre 1837 ha 2022, hag 1 e pep yezh all : latin (1815), daneg] (1820), alamaneg (1863), galleg (1910), telougoueg (1920), japaneg (1932), spagnoleg (1951), svedeg (1954), italianeg (1959), roumaneg (1969), serbeg (1982), hungareg (1986), estoneg (1990), gresianeg (1996), finneg (1999), tchekeg (2003) , portugaleg (2007) ha latveg (2017).

Gant Hubert Perquin (1880-1934) e voe graet an droidigezh c'hallek (1910)[25].

Ar gouizieg ha skrivagner J. R. R. Tolkien en deus graet div droidigezh er bloavezhioù 1920, unan e gwerzennoù hag unan e komz-plaen[26], hag embannet en deus un arnodskrid, On Translating Beowulf ("A-zivout treuzyezhañ Beowulf") e 1940[27].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Beowulf (troidigezh c'hallek gant André Crépin). Paris : Le Livre de Poche, 2007 (ISBN 978-2-253-08243-9).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Kenganez, kensonerezh a reer eus an adlavar an hevelep kensonenn pe strollad kensonennoù e diabarzh ur werzenn, da skouer : Daoulagad lemm livrizh evel lanv ul lenn lor (meneget e 'Gwalarn niv. 161 p. 42, 1944. Kavet : 22/01/023.).
  2. (de) Panzer, Friedriech Wilhelm. Studien zur germanischen sagengeschichte ("Studiadenn istorel war ar mojennoù germanek"). München : C. H. Bec'h'sche Verlagsbuchhandlung Oskar Bec'k, 1910 — "Lenn en-linenn. Kavet : 24/01/2023.
  3. (en) Scowcrof, Mark R.. The Irish Analogues to "Beowulf". In: Speculum, levrenn 74, niv. 1 (Genver 1999), pp. 22-64. Chicago: The University of Chicago Press, 1999 — Lenn en-linenn (darn). Kavet : 24/01/2023.
  4. Cotton MS Vitellius A XV : ar 15vet levr en tu kleiz war ar stalenn A (an hini uhelañ), hantergorf Vitellius warnañ.
  5. Bihanoc'h neuze eget ment A4 ar reol NF EN ISO 216, a zo 21 x 29,7 cm.
  6. (en) Stanley, E.G..''The date of Beowulf: some doubts and no conclusion. In : Chase, Colin Robert. The Dating of Beowulf. Toronto : University of Toronto Press, 1981 • (ISBN 978-0-8020-5576-7)
  7. Whitloc'k, Dorothy (1951). Time and Milieu of Beowulf's Composition. In : Tuso, op. cit., pp. 72-75.
  8. (en) Mitchell, Bruce & Robinson, Fred C.. Beowulf – An Edition. Hoboken : Wiley-Blackwell, 2006 (ISBN 978-0-631-17226-0)
  9. (en) Kiernan, Kevin. Beowulf and the Beowulf Manuscript. Ann Arbor : University of Michigan Press, 1994, pp. 65-169 (ISBN 978-0-472-08412-8).
  10. (en) 'Cotton MS Vitellius A XV niverelaet er British Library. Kavet : 24/01/2023.
  11. Ginenebenn 175v. Kavet : 24/01/2023.
  12. (en) Swanto, Michael. Beowulf – Revised Edition. Manchester : Manchester University Press, 1997 (ISBN 978-0-7190-5146-3).
  13. (en) Neidorf, Leonard. Scribal errors of proper names in the "Beowulf" manuscript. In : Anglo-Saxon England, levrenn 42 (2013), pp. 249-269. Cambridge : Cambridge University Press, 2013 — JSTOR 26332264. Kavet : 24/01/2023.
  14. (en) Newton, Sam. The Origins of Beowulf and the Pre-Viking Kingdom of East Anglia. Cambridge : D.S.Brewer, 1994 (ISBN 978-0-85991-361-4).
  15. (en) Waugh, Robin. Literacy, Royal Power, and King-Poet Relations in Old English and Old Norse Compositions. In : Comparative Literature, levrenn 49, niv. 4 (Diskaramzer 1997), pp. 289-315. Durham : Duke University Press, 1997 — Lenn en-linenn (darn). Kavet : 24/01/2023.
  16. (en) Grigsby, John. Beowulf & Grendel – The Truth Behind England's Oldest Legend. London : Watkins Publishing, 2006 (ISBN 978-1-84293-153-0).
  17. (en) Shippey, Tom (2001). Wicked Queens and Cousin Strategies in Beowulf and Elsewhere. In : 'The Heroic Age, niv. 5, Hañv 2001'. Kavet : 24/01/2023.
  18. A zo Årnäs e Sveden ar Su bremañ.
  19. (en) Carrigan, E. (1967). Structure and Thematic Development in "Beowulf". In : Proceedings of the Royal Irish Academy, levrenn 66 (1967/1968), pp. 1-51. Belfast : Queen's University, 1968 — Lenn en-linenn (darn). Kavet : 24/01/2023.
  20. (en) Bonjour, Adrien (1944). The Digressions in "Beowulf". Oxford : Basil Blackwell, 1950 — "Lenn en-linenn. Kavet : 24/01/2023.
  21. (en) Shippey, Thomas Alan. The Road to Middle-Earth – How J.R.R. Tolkien Created a New Mythology. London : HarperCollins Publishers, 1992 (ISBN 978-0-26110-275-0).
  22. Siwazh, kollet e oa bet dija reizhiad ar c'hlotennoù-diabarzh kernevek da vare Pascon agan Arluth (XVvet kantved).
  23. (en) 'Middle English Compendium'. Kavet : 24/01/2023.
  24. (en) Bahn, Eugene & Bahn, Margaret. A History of Oral Interpretation. Minneapolis: Burgess Publishing, 1970 (ISBN 978-0-8087-0260-3).
  25. Pierquin, Hubert (1910). Le poème anglo-saxon de Beowulf. London : Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-1-390-28871-1).
  26. (en) Tolkien, J. R. R. (aozer) & Tolkien, Christopher (kinniger). Beowulf – A Translation and Commentary. London : HarperCollins Publishers Ltd., 2014 (ISBN 978-0-00-759006-3).
  27. (en) Tolkien, J. R. R. (aozer) & Tolkien, Christopher (kinniger). On Translating "Beowulf". In : The Monsters and the Critics and Other Essays. London : HarperCollins Publishers Ltd., 1983 (ISBN 978-0-04-809019-5).